Eric Cross

Eus Wikipedia

Eric Cross zo ur skrivagner eus Iwerzhon a oa ganet e 1905 e Newry e kontelezh Down. Aet e oa war ar studi da vezañ ijinour war ar gimiezh hag ez eas da labourat da Vro-Saoz. Dizoleiñ a reas er bloavezhioù 1930 e talvezfe al labour a rene hag hini tud all da zifraostañ an hent evit bezañ gouest da vrezeliñ gant viruzoù ha bakteri. Kuitaat a reas e labour ha mont da vevañ da gornôg Iwerzhon. Eno e prenas un ti-karr hag ur marc'h hag ez eas gantañ war an heñchoù.

Brudet eo abalamour m'en deus lakaet war ar paper istorioù ur c'hemener kozh, Timothy Buckley, ha kaozioù e wreg Anastasia (Ansty) a oa o chom e-kichen Gougane Barra e kontelezh Corcaigh. Embannet e oa da gentañ er gazetenn The Bell, e miz C'hwevrer 1941, ha goude e lakaas embann The tailor and Ansty e 1942 gant ur raklavar gant Frank O'Connor. Degemeret gant plijadur gant un nebeud burutellerien da gentañ. Buan avat e oa difennet al levr-se gant gouarnamant Éamon de Valera goude un abadenn daer e sened Iwerzhon, e 1943 abalamour ma oa dibrenn ha divergont al levr, sañset. Adembannet e oa levr Eric Cros goude 10 vloaz difenn hag aozet e oa evit ar c'hoariva gant O'Connor. Deuet eo da vezañ unan eus oberennoù klasel lennegezh Bro-Iwerzhon

Eric Cross en deus skrivet ivez Silence is golden, un dibab istorioù hag arnodskridoù. Aet eo da anaon e 1980.