Erec'htonios

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask
« Atena gant ur baner » (Atena helmwisket o terc'hel ur baner gant an naer Erechthonios), oberenn roman eus mare an Impalaeriezh, war-dro ar Iañ kantved-IIvet kantved, mirdi al Louvre

.

Erec'htonios (a zo Ἐρεχθόνιος}} / Erekhthónios e gregach) a oa pevarvet roue Aten hervez mojennoù kozh Hellaz. Ret eo diwall da zroukveskañ e anv gant hini e vab-bihan Erec'hte.

Mojenn[kemmañ]

hervez ar vojenn deuet betek ennomp a-drugarez da Homeros e oa mab da Hefaistos ha d'an Douar (« mab an douar ed », en Ilias, II, 548).

Pa glaskas an doue Hefaistos gwallañ e c'hoar Atena e flistras e sper war vorzhed an doueez, ha hi d'he zorchañ gant un dornad gloan ( ἔριον}} / erion e gregach) a daolas d'an douar (χθών}} / c'hthốn).

Brazezet an douar a c'hanas Erec'htonios. Hervez oberourien arall eo ur bugel didad ganet eus an douar. Bez e oa anezhañ ur bugel hanter-den ha hanter-naer, evel Kekrops.

Dastumet e voe ar bugel gant an doueez Atena ha savet ganti. Gouez da Caius Julius Hyginus e voe roet lakaet gant an doueez en un arc'h, ha roet da verc'hed Kekrops, gant gourc'hemenn da chom hep he digeriñ. Hag evel-just ne sentas ket ar merc'hed, ha pa zigorjont an arc'h e voent ken spontet o welout ar bugel ma en em daoljont diwar-lein an Akropolis (peadra da souezhiñ pa ouzer e oa ken hiron all o zad).


Levrlennadurezh[kemmañ]

  • Nicole Loraux :
    • Les Enfants d'Athéna. Idées athéniennes sur la citoyenneté et la division des sexes, Seuil, coll. « Points / Essais », Paris, 1990 (ISBN 2020124688),
    • Né de la terre. Mythe et politique à Athènes, Seuil, coll. « La Librairie du Patrom:XXe siècle », Paris, 1998 (ISBN 2020282402).