Garigell

Eus Wikipedia
(Adkaset eus Ere-loer)
Plac'h nevez o lakaat ur c'harigell roz, da zeiz hec'h eured.

Ur c'harigell, pe ere-loer, zo ur pezh dilhad-dindan, ur seizenn a-wechoù, a veze staget gwechall, gant ar merc'hed evel gant ar baotred, en-dro d'o gar, a-us d'o glin, pe dindanañ, da zerc'hel o loer.

Gerdarzh[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  • Meneget eo ar ger arigell e Geriadur Gregor, evel un adstumm eus garigell, diwar gar, garig. Ere-loer zo meneget gantañ ivez.
  • E Geriadur Favereau e kaver ivez liamm-loer, poell-loer, stag-loer.

Istor[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Er XVIIvet ha XVIIIvet kantved e veze staget seizennoù a bep liv ha brizilhonoù ouzh ar garigelloù.

Garigell ar plac'h nevez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

En un eured e vez kaoz a-wechoù eus garigell ar plac'h nevez (pe kabestr eured, hervez Geriadur Favereau), ur seurt seizenn a glaske ar baotred laerezh diwar morzhed ar plac'h nevez e-kerzh ar pred-eured.

Ur c'harigell wenn

Kuzhiadell[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Kuzhat ur flaskad hini kreñv er c'harigell.

Ur guzhiadell e c'hall ar c'harigell bezañ gant merc'hed zo evit lakaat flaskadig (kontamm pe hini kreñv), pe kontellig.

Pennadoù kar[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Gerioù damheñvel[kemmañ | kemmañ ar vammenn]