Erastes

Eus Wikipedia
Ur gwaz oc'h ober al lez d'ur c'hrennard, kib atikat gant dremmoù du, VIvet kantved kt JK mirdi al Louvre.

An erastes (ἐραστής e henc'hresianeg), en Hellaz kozh, a oa ur gwaz a veve gant ur c'hrennard a veze graet eromenos anezhañ.

Un den a-bouez, pinvidik peurvuiañ, e oa an erastes. Ober a rae war-dro aferioù ar geoded, ha dimezet ha tad a diegezh e oa peurvuiañ.

Pinvidik e ranke bezañ evit paeañ ar profoù rekis d'e eromenos.