Epimetheus (loarenn)

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask
Epimetheus
Epimetheus.jpg
Dizoloet gant Richard Walker
Dizoloet d'ar 18 du, 1966
Doareennoù he c'helc'htro [1]
radius krenn 151,410 ± 10 km
Kelc'htro km
Ezkreizennegezh 0.0098
Periapsis
Apoapsis
Prantad reveulziañ 0.694333517 d[2]
Tizh orbitel krenn
Stouadur 0.351 ± 0.004°
Loarenn eus Sadorn
Doareennoù fizikel
Treuzkiz krenn 113 km (135 × 108 × 105 km) [3]
Pladadur
Gorread ~42,000 km²
Volum ~760,000 km³
Mas 5.304 ± 0.013 e kg [1]
Douester 0.69 ± 0.11 g/cm³
Gravitadur gorre ~0.0078 m/s2
Tizh achap ~0.032 km/s
Devezh sinkron moarvat
Stouadur 0
Albedo 0.5
Sked dre wel -
temp. gorre ~78 K
Gwask atmosferel ebet

Epimetheus (gresianeg Επιμηθεύς]] a zo ul loarenn diabarzh eus Sadorn. Sadorn XI e vez anvet ivez. Hec'h an a denn eus Epimetheus.


Taolenn

[kemmañ] Dizoloadenn

An hevelep kelc'htro a zalc'h Epithemeus ha Janus. Betek n'eus ket pell'zo e krede ar steredonourien na oa nemet ur gorfenn war ar c'heltro-mañ. Diaes tre e oa evito da jedoniañ perzhioù ar c'heltro-se.

D'ar 15 kerzu e tizolas Audouin Dollfus ul loarenn a ginnigas da anviñ Janus [1]. D'ar 18 kerzu e tizoloas Richard Walker al loarenn a anver Epimetheus hiziv. D'ar mare-se e kreder na oa nemet ul loarenn el lec'h-se hag anvet e voe en un doare nann-ofisiel "Janus".

Daouzek bloaz diwezhatoc'h, e 1978, e komprennas Stephen M. Larson ha John W. Fountain e c'helle ar selladennoù bezañ displeget gwelloc'h ma martezeed ez eus div gorfenn war an hevelep kelc'htro. Gwirikaet e voe ar vartezeadenn-se e 1980 gant Voyager 1.

E 1980 e rojod an anv da c'hortoz S/1980 S 3. E 1983 hepken e voe anvet Epimetheus en un doare ofisiel.


[kemmañ] Darempredoù gant Janus

Epimetheus (tu-dehou) ha Janus (tu-kleiz)
Epimetheus ha Titan

An hevelep kelc'hic'hd o-deus Epimetheus ha Janus. 50 km nebeutoc'h eget hini Epimetheus hepken eo radius radius krenn Janus. Tra m'o deus ar c'heltroioù tostoc'h un tizh brasoc'h e tle an div loarenn tostaat an eil ouzh an eben. Evel ma vuzul Epimetheus 115 km ha Janus 178 km e seblantfe e vefe didec'hus ur stokadenn. Tra ma tosta al loarenn ziabarzh ouzh an hini ziavaez, avat, c'hounez he c'heltro startijenn ha kreskiñ a ra tra ma digreskiñ hini al loarenn ziavaez. En doare-se e "eskemm" al loarennoù o c'helc'htroioù ha da pellaat adarre e krogont. Biskoazh emaont tostoc'h an eil ouzh an eben eget 10.000 km. Pep pevar bloazh e c'hoarvez an eskemm. D'an 21 a viz genver 2006 e c'hoarvezas an hini diwezhañ hag e 2006 e c'hoarvezho an hini da heul. D'an amzer-se e kresko kelc'htro Janus a 20 km tra ma digresko hini Epimetheus a 80 km.

Skouer arall ebet eus an doare emzalc'h ez eus e koskoriad an Heol.

[kemmañ] Perzhioù fizikel

Bez ez eus meur a grater brasoc'h eget 30 km war c'horre Epimetheus. An dra se a ziskouez eo kozh Epimetheus. Posubl eo e oa bet krouet asambles gant Janus pa voe distrujet ul loarenn brasoc'h met abred e istor koskoriad an Heol eo c'hoarvezet. E douester izel hag e albedo uhel a zamveneg eo graet a skorn dreist holl Epimetheus. Diasur eo, avat, hag ezhomm ez eus eus studioù pishoc'h.

[kemmañ] Gwalenn

Bez ez eus ur walenn a boultr er rannved m'emañ kelc'htroioù Janus hag Epimetheus. Gant an sontenn Cassini e oa bet dizoloet ha 5.000 km e vuzul he radius. Furmet e oa bet gant poultrennoù kaset kuit eus gorre an div loarenn gant stokadennoù.



[kemmañ] Daveoù

  1. 1,0 1,1 J.N. Spitale et al (2006). "The orbits of Saturn's small satellites derived from combined historic and Cassini imaging observations". The Astronomical Journal 132: 692
  2. Fazi arroud : Balizenn <ref> direizh ; ne oa bet lakaet tamm testenn ebet evit ar valizenn PGJ
  3. C.C. Porco et al. (2006). "Physical characteristics and possible accretionary origins for Saturn's small satellites". Bulletin of the American Astronomical Society 37: 768
... | Pandora | Epimetheus | Janus | ...
Ho pinvioù
Esaouennoù anv

Adstummoù
Oberoù
Merdeiñ
Kemer perzh
Boest ostilhoù
Yezhoù all