Epimeteüs
Epimeteüs (Ἐπιμηθεύς e gregach, « an hini a soñj war-lerc'h ») zo un Titan e mojennoù Hellaz kozh, mab da Japet ha Temis, pe d'an Okeanidenn Climene, ha breur d'an Ditaned Atlas, Menoetios, ha Prometeüs (an hini a wel a-raok).
Krouer al loened eo-eñ.
Taolenn |
[kemmañ] Daou vreur
Meneget e vez an daou vreur Prometeüs hag Epimeteüs dreist-holl, an hini fin hag an hini genaouek, daou Ditan a zo patromoù an dud (Kerenyi 1951, p 207).
[kemmañ] Pandora
Degemennet e oa gant e vreur Prometeüs e oa dañjerus degemer profoù digant an doueed, met kemer a reas Pandora koulskoude, kinniget dezhañ gant Hermes. Pandora a oa ar vaouez kentañ marvel, perzhioù mat e-leizh dezhi , hag hec'h anv a vije da gompren evel « an holl zonezonoù ». Met korvigell zo ivez en he c'halon. Ur jarl pe ur voest zo bet roet dezhi gant Hermes, hag enni holl walennoù ar bed, gant difenn dezhi he digeriñ. Met ranell eo Pandora, digeriñ a ra ar voest hag ar gwalennoù da redek dre ar bed.
Ur verc'h o doe, Pirra hec'h anv, a zimezas d'he c'henderv Deukalion, mab Prometeüs.
[kemmañ] Pennadoù kar
[kemmañ] Liammoù diavaez
[kemmañ] E lennegezh an Henamzer
- Apollodoros, Biblioteka I, 2, 3.
- Hesiodos, Teogonia (gwerzennoù 510-515).
[kemmañ] Lennadurezh
- Kerenyi, Karl, 1951. The Gods of the Greeks, pp 209ff.
- Graves, Robert, (1955) 1960, The Greek Myths 39.a-j