Enrouedad

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask

An enrouedad a zo un hollad a servijoù internet diabarzh en ur rouedad lec'hel. N'eus nemet postoù ar rouedad-mañ (pe un hollad a rouedadoù lec'hel) a c'hell implijout anezhañ. Graet e vez gant ar stumm kliant-servijer dre implijout ar c'homenad TCP/IP, evel da skouer ar merdeerioù internet (kliant) o eskemm titouroù gant ul lec'hienn bennak (servijer).

Tri live zo an aliesañ hag a ya d'ober un enrouedad:

  • Al live kliant: evito eo graet an enrouedad, tremen a reont dre ur merdeer evit labourat ganti. (implijout a reont ar protokol http)
  • Al live "middleware" : ur servijer pe servijerioù web a vez kavet el live-se enno arloadoù. Gallout a reont treiñ rekedoù SQL, skriptoù a-benn goulennaouiñ an diaz roadennoù.
  • Al live diaz: ur servijer gant un diaz roadennoù zo el live-mañ.

Meur a c'hliant a zo gant un enrouedad evel-just, urzhiataerezhioù ar rouedad lec'hel int. Gallout a ra un embregerezh kaout meur a servijer web evit efedusaat an eskemmoù, met seul uheloc'h an niver a c'hlianted (implijerien), seul uheloc'h an niver a eskemmoù hag a ezhommoù dafar (urzhiataerioù, servijerioù ouzhpenn...).