Enez-Sun

Eus Wikipedia
(Adkaset eus Enez Sun)
Mont da : merdeiñ, klask
Enez-Sun
Gwenn ha Du3.png Kumun eus Breizh
Enez-Sun gwelet eus an tour-tan.
Enez-Sun gwelet eus an tour-tan.
Melestradurezh
Bro istorel Kernev
Departamant Penn-ar-Bed
Arondisamant Kemper
Kanton Pontekroaz
Kod kumun 29083
Kod post 29990
Maer
Amzer gefridi
Jean-Pierre Kerloc'h
2008-2014
Etrekumuniezh Kumuniezh kumunioù Bro ar C'hab
Poblañsouriezh
Poblañs 189 ann. (2011)[1]
Stankter 326 ann./km²
Douaroniezh
Daveennoù
lec'hiañ
48° 02′ 12″ Norzh
4° 50′ 58″ Kornôg
/ 48.036667, -4.849445
Uhelderioù krenn : 6 m
bihanañ 0 m — brasañ 9 m
Gorread 0,58 km²
Breizh5dept.svg
Lec'hiañ ar gêr
Enez-Sun
Map commune FR insee code 29083.png

Enez-Sun a zo un enezenn er c'hornôg da vBreizh hag ur gumun ivez. Suniz a reer eus annezidi Enez-Sun. E kostez Leon e vez distaget "Sizun".

Enez Sun

Istor[kemmañ]

Dispac'h Gall[kemmañ]

XXvet kantved[kemmañ]

Eil Brezel-bed: annezidi (tost 1 200 den d'ar mare-se) an enezenn o doa respontet en un doare ken entanet ha souezhus da c'halv ar jeneral de Gaulle bet klevet dre gwagennoù ar BBC-Skingomz.

Da lâret eo 133 Sunad, etre 14 ha 54 bloaz...

D'ar 18 a viz Ebrel 1941 e kouezhas un nijerez Blenheim IV marilhet V6302 ha kodet PZ-W eus 53rd Squadron ar Royal Air Force (aerlu ar Rouantelezh-Unanet) er mor nepell eus Enez-Sun; lazhet e voe he zri nijour, douaret e voe unan anezhe e Bered Kerfaotraz e Brest, ne voe ket kavet ar re all [3].

Monumantoù ha traoù heverk[kemmañ]

  • Daou beulvan anvet "ar Bregourien".
  • Ar porzh-pesketa, tourioù-tan, straedoù strizh, tiez ar besketaerien.
  • Iliz eus an XIXvet kantved: delwenn gozh ar Werc'hez.
  • Chapel rivinet Sant Kaourintin.
An iliz katolik

Livadenn[kemmañ]

Émile Renouf, An intañvez, Enez-Sun

Bezioù ar C'hommonwealth e bered nevez ar gumun[kemmañ]

Bez soudarded ar C'hommonwealth e bered Enez-Sun
Bro Niver a dud
Flag of the United Kingdom.svg Rouantelezh-Unanet 5 (Marin a genwerzh)
Flag of the United Kingdom.svg Rouantelezh-Unanet 1 (Morlu)
Dianv 4 (Marin a genwerzh)
Hollad 10

Al lestr-kenwerzh S.S. War Song a voe kaset d'ar strad gant tennoù ul lestr-spluj alaman d'ar 15 a viz Genver 1918, 19 kilometrad er c'hornôg d'an enezenn, e-pad ar Brezel-bed kentañ [4] [5].

Douaroniezh[kemmañ]

An douaroniour roman, Pomponius Mela, en deus meneget un enezenn a-dal d'ar promontorius Gobaeus. Lod o deus soñjet e c'hellfe anv Plougoñ dont eus al lec'hanv-mañ.
Deskrivañ a ra Pomponius Mela Sun evel ul lec'h ma vez kaset korfoù ar re varv dindan evezh an drouized.

Ul lodenn eus douaroù an Osismied e oa Enez Sun d'ar mare-hont. Emañ e 8 km rik er c'hornôg da Veg ar Raz e penn un enezeg n'eus annezer ebet warni nemet e Sun, an enezenn vrasañ. War unan eus ar c'harregoù-tarzh pellañ eo bet savet en XIXvet kantved tour-tan ar Maen.
Hec'h anv a zo ivez hini ar c'hab a zo en tu all d'ar Raz anvet ar C'hab Sizun (ar C'hab, e genoù an holl).

Rust eo ar mor el lec'hioù-se ma vev lod eus an enezourien eus ar beskerezh e-touez ar c'herreg-tarzh a anavezont mat.

Emdroadur ar boblañs 1962-2006[kemmañ]

Niver a annezidi

Melestradurezh[kemmañ]

Tud[kemmañ]

Gevelliñ[kemmañ]

Liammoù diavaez[kemmañ]


Commons
Muioc'h a skeudennoù diwar-benn

a vo kavet e Kerandafar, ar sanailh ma vez klenket dafar ar Wikipedia.

Dave ha notennoù[kemmañ]

  1. Roadennoù ofisiel e lec'hienn an EBSSA
  2. Kristof Jezegoù, Hor Bro e-pad ar Revolusion, Ti-moullañ Ar Bobl, Karaez, 1915, pajenn 50
  3. Pertes RAF Finistère
  4. Commonwealth War Graves Commission
  5. Enez Sun
Flag of Brittany.svg Porched Breizh – Adkavit pennadoù ha rummadoù Wikipedia a denn da Vreizh.