Enez Santiago (Kab Glas)

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask
Kartenn Santiago
Lec'hiadur Santiago

Enez Santiago ( Ilha de Santiago e portugaleg) eo enezenn vrasañ Kab Glas, 991 km² eo he gorread. Etre an inizi Fogo ha Maio emañ, er Meurvor Atlantel. Ouzhpenn an hanter eus poblañs ar vro zo o chom e Santiago (war-dro 240 000 den).

Istor [kemmañ]

Dizoloet e voe e 1460 ha savet e voe ur gêr, Ribeira Grande (Cidade Velha hiziv), a zeuas da vezañ unan eus pinvidikañ kêrioù rouantelezh Portugal abalamour da genwerzh ar sklaved. E 1770 e voe lakaet Praia da gêrbenn an enezeg.

Skeudennoù [kemmañ]