Enez Santa Catarina

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask
War Enez Santa Catarina emañ Florianópolis, kêr-benn ar stad

Enez Santa Catarina zo un enezenn er Meurvor Atlantel, dirak aod kreisteiz Brazil, e stad Santa Catarina . Warni emañ Florianópolis , kêr-benn ar stad, ha 315 000 a dud zo o chom enni.

N'eus nemet un toullad kantmetradoù aleshont d'an douar bras, ha daou bont zo:
- ar pont Hercílio Luz, arouez Florianópolis, ha zo berzet hiriv,
- un daoubont anvet pont Colombo Salles ha pont Pedro Ivo Campos.