Enez (douar)

Diwar Wikipedia, an holloueziadur digor

Mont da : merdeiñ, klask


Image:32px-Labour_zo.png Labour zo d'ober c'hoazh a-raok peurechuiñ ar pennad-mañ. Ma fell deoc'h reiñ un tamm skoazell, krogit e-barzh. Mar karfec'h reiñ hoc'h ali ha netra ken, grit 'ta e pajenn ar gaozeadenn.


Un enez, pe un enezenn, zo un douar gronnet gant dour, gant ar mor peurvuiañ, met inizi (el liester) zo ivez er stêrioù (evel enez sant Kado e stêr an Intel). Inizi eo al liester eta, Enezeier e yezh Bro-Leon a-wechoù. Enezourien e vez graet eus o annezerien.

Bihanoc'h eget ur c'hevandir ha brasoc'h eget ur garreg eo, koulskoude e kaver inizi bihan-tre a reer enezigoù eus outo. Pa vez ur strollad inizi e komzer eus un enezeg.

Kavet e vez meur a seurt inizi hervez o stumm, o ment, o saviad hag o orin : enezennigoù, atolloù, inizi kevandirel, inizi er stêrioù, inizi war lennoù hag inizi tanveneziek. Bez ez eus inizi kalvezel ivez.

[kemmañ] Inizi kevandirel

Pa vez divent un enezenn e vez graet enez kevandirel eus outi. Div enez kevandirel a zo : Aostralia ha Greunland.

[kemmañ] Inizi er stêrioù

[kemmañ] Inizi kalvezel