Emou Tasmania

Eus Wikipedia
Emou Tasmania

Poltred adsavet gant John Gerrard Keulemans


Aet da get

Rummatadur filogenetek
Riezad : Animalia
Skourrad : Chordata
Kevrennad : Aves
Kerentiad : Dromaiidae
Genad : Dromaius
Anv skiantel
Dromaius novaehollandiae diemenensis
(Le Souef, 1907)
D'ar vevoniezh

e tenn ar pennad-mañ.


Emou Tasmania (Dromaius novaehollandiae diemenensis) a oa un isspesad, aet da get hiziv, eus Emou Aostralia. Bevañ a rae e Tasmania ma oa en em gavet troc'het diouzh e spesad e diwezh ar Pleistosen goude krouidigezh Strizh-mor Bass. Er c'hontrol d'an emoued all a oa o vevañ en inizi e oa niverus an emou du hag emou Baudin, ar pezh a sinifi n'eus ket bet a emdroadur bras eus ar spesad e-giz ma oa bet en inizi all. Emoued Tasmania n'o deus ket emdroet eta betek dont da vezañ ur spesad disheñvel hag e statud isspesad zoken zo pell a vezañ degemeret gant an holl abalamour ma kaver ar perzhioù a dalvez da lakaat kemm etre emoued Aostralia hag int — ur gouzoug arwenn ha displuñv e-lec'h bezañ du ha pluñvek — e-touez laboused an douar-bras, daoust ma'z eo ral. Hiziv, n'anavezer anezhañ nemet war-bouez e eskern rak kollet eo bet e grec'hin ivez.

Emou Tasmania evel hini Aostralia a zo bet chaseet evel ul loen noazus. Ouzhpenn se eo bet distrujet metoù al laboused-se dre forzh c'hwezhañ an tan er brousgwez hag er pradennoù. Gouzout a reer e oa bet kaset div skouer kroc'hen d'ar British Museum e 1838. Aet eo an isspesad da get war-dro 1850, met n'eo ket resis an deiziad-se : degaset e oa laboused eus Aostralia ur wezh aet isspesad an enez da get (ha marteze memes pa chome un nebeud laboused eus an isspesad), met n'hon eus ket titouroù a-walc'h diwar-benn en emoued degaset e Tasmania da vloaziañ an darvoudoù en un doare resisoc'h. N'ouzer ket eta hag an emou diwezhañ gwelet e frankiz e 1865 hag al labous diwezhañ marvet en ur ganustell e 1873 a oa eus an isspesad-se. Krec'hin ar British Museum a oa miret fall e 1906 ha biskoazh ne voent kavet en-dro. Un trede skouerenn e Frankfurt a oa ur fazi spesad e gwirionez (Steinbacher, 1959).