Emglev alaman-ha-soviedel

Eus Wikipedia
Emglev Molotov-Ribbentrop
non-aggression pact, secret treaty
Deiziad krouiñ1939 Kemmañ
Lec'hMoskov Kemmañ
Diazezet warTreaty of Berlin (1926) Kemmañ
EmbannadurSecret Additional Protocol to the Molotov–Ribbentrop Pact Kemmañ
Yezh an oberenn pe an anvalamaneg, rusianeg Kemmañ
Deiziad23 Eos 1939 Kemmañ
Deiziad kregiñ23 Eos 1939 Kemmañ
Deiziad echuiñ22 Mez 1941 Kemmañ
SignatoryJoachim von Ribbentrop, Vyatcheslav Molotov Kemmañ
PerzhiadUnaniezh ar Republikoù Sokialour ha Soviedel, Trede Reich Kemmañ
Efedaloubadeg soviedel Polonia, Talvisota Kemmañ
Ratified byUnaniezh ar Republikoù Sokialour ha Soviedel, Reich alaman Kemmañ
Effective date31 Eos 1939 Kemmañ
Molotov o sinañ an Emglev. Ribbentrop ha Stalin en diadreñv.

An Emglev (pe Kengrad) alaman-ha-soviedel (an anv ofisiel a oa: "Feur-emglev anargadiñ etre Alamagn hag an Unaniezh Soviedel"), Deutsch-sowjetischer Nichtangriffspakt en alamaneg, a vez graet emglev Molotov-Ribbentrop anezhañ a-wechoù e broioù ar C'hornaoueg, ar C'hengrad Hitler-Stalin er broioù tapet fall gant an emglev-se, ha Kengrad anargadiñ 1939 e Rusia, a oa bet sinet d’an 23 a viz Eost 1939 gant Joachim von Ribbentrop ha Viatcheslav Molotov, ministred an Aferioù Diavaez gant gouarnamant an Trede Reich ha hini an Unaniezh Soviedel. Hervez divizoù an emglev :

  • e oa rannet etrezo ar broioù all a en em gave etre o div vro, da lavarout eo Polonia, ar Broioù balt, Roumania ;
  • ne oa ket brezel da sevel etre o div vro.

Kuzh e oa meur a ziviz all eus an emglev.

Padout a eure an emglev betek ken na lammas Alamagn nazi war an Unaniezh Soviedel d’an 22 a viz Mezheven 1941 e-kerzh an Unternehmen Barbarossa (Oberiadenn Barbarossa).

Moskva, Jozef Stalin ha Ribbentrop o sinañ an emglev nann-argadiñ Nazi–Soviet

Liammoù diavaez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Levrlennadur[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  • Ul levrlennadur e-barzh Le Monde diplomatique
  • Gabriel Gorodetsky, Le grand jeu de dupes, Tempus Perrin, Paris, 2011 (ISBN 978-2-262-03402-3)
  • Feliks Ivanovitch Tchouev, Conversations avec Molotov: 140 entretiens avec le bras droit de Staline, Albin Michel, Pariz, 1995 (ISBN 978-2-226-07650-2)
  • Bureau d’Information Soviétique, Falsificateurs de l'Histoire, Moskva, 1948, adembannet gant an Embannadurioù Octobre, B.P. 84, 1060 Brusel 6, Belgia [1]