Emgann Hyddgen

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask
Emgann Hyddgen
Tamm eus Emsavadeg Glyndŵr
Maen-koun Emgann Hyddgen

Deiziad: Mezheven 1401
Lec'h: Pumlumon,
war harzoù Powys ha Ceredigion
Kembre
Disoc'h: trec'h an emsavidi gembreat
Emgannerien
Glyndwr's Banner.svg Kembreiz emsavet trevadennerien saoz ha flamank eus Sir Benfro
Pennoù-brezel
Owain Glyndŵr
Niver a emgannerien
120-500 1500

Emgann Hyddgen a c’hoarvezas e-pad an emsavadeg kembreat renet gant Owain Glyndŵr a-enep ar veli saoz e deroù ar XVvet kantved. C’hoarvezout a reas war tor menez Pumlumon, e-kreiz Kembre, e miz Mezheven 1401.

Ar brezel[kemmañ]

Emgann Hyddgen a seller outañ evel trec’h kentañ Owain Glyndŵr (1359 – war-dro 1416). Ha gant an emgann-se e voe kaset ar brezel war-raok, en em ledañ a reas an emsavadeg dre ar vro.

Taget e voe arme vihan Glyndŵr a oa bodet er vro-se gant un armead Saozon ha Flamanked, tud hag a oa bet staliet e su Sir Benfro gant ar roue saoz Herri I.

An emgann[kemmañ]

Ouzhpenn ar Saozon hag ar Flamnked a oa annezet e Sir Benfro e oa, en arme saoz, soudarded deuet eus Bro-Saoz ha goprsoudarded eus Flandrez. Kontañ a reer ne oa ket ouzhpenn 500 den en arme Glyndŵr, en amzer-se, tra ma oa 1500 den en arme saoz.

Ne ouzer ket kalz traoù diwar-benn an emgann, nemet ar pezh a voe kontet kalz diwezhatoc’h. Gouzout a reer avat e voe trec’h an arme kembreat. E tu Owain Glyndŵr e oa tud armet gant gwaregoù, dreist-holl, war gezeg bihan barrek da dremen e taouarc'hennoù menezioù kreiz Kembre. [1] En arme saoz e oa trevadennerien flamank eus su Sir Benfro dreist-holl, tud gant armoù mat, met tud ha ne oant ket boas d’en em gannañ. Troadeien e oant dreist-holl, ne oa ket nemeur a skiant-prenet ganto na kalz a genurzh kennebeut.

Gouest e voe soudarded Glyndŵr da dagañ ar Saozon daoust d’an digempouez bras etre an div arme, da lazhañ 200 anezho, d’ober prizonidi ha da lakaat ar re all da dec’hout kuit. Moarvat e voent trec’h dre ma oant gwisket hag armet skañvoc’h eget ar Saozon hag ar Flamanked ha dre ma anavezent mat an dachenn.

Al lec’h[kemmañ]

Ne ouzer ket ervat pelec’h e c’hoarvezas an emgann. Ul lec’h anvet Hyddgen zo war tor menez Pumlumon, en hanternoz da virlenn Nant-y-Moch. Ur stêrig anvet Afon Hyddgen zo, a ya da gemberiñ gant unan all anvet Afon Hengwm hag a red betek al lenn-se. Etre an div stêrig emañ Corn Hyddgen, un dorgenn 564 metr a uhelder. Taouarc’hennoù zo tro-war-dro.

Ur maen-koun a voe savet nepell diouzh mirlenn Nant-y-Moch e 1977 ha dizoloet e voed'ar 16 a viz Gouere 1977 gant Gwynfor Evans, prezidant Plaid Cymru.

Notennoù[kemmañ]

  1. hervez ur pennad eus Cambria Magazine adembannet e lec'hienn Cymdeithas Owain Glyndŵr

Liammoù diavaez[kemmañ]