Emgann Compiègne (715)

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask
Emgann Kompiegn
Steuben - Bataille de Poitiers.png

Deiziad: 26 gwengolo 715
Lec'h: Kompiegn, Frañs
Disoc'h: trec'h Ragenfrid
Emgannerien
Ragenfrid Theudoald
Pennoù-brezel
Ragenfrid Theudoald† (?)
Niver a emgannerien
Dianav Dianav
Tud lazhet
Dianav Dianav

Emgann Compiègne e voe an emgann kentañ er brezel diabarzh a c'hoarvezas war-lerc'h marv Pepin Herstal, Dug ar Franked, d'ar 16 a viz Kerzu 714.

Ragenfrid, un uhelad eus bro-Anjev a anvas Dagobert III maer ar palez eus Neustria ha Bourgogn a-enep youl Pepin en doa choazet e vab Theudoald. Ragenfrid a argasas Theudoald a zalc'he Austrasia. An daou lu a gejas e Compiègne ha faezhet e voe Theudoald. Hervez Liber Historiae Francorum e voe lazhet met hervez mammennoù arall e vije aet da repuiñ da Golun a oa kontrollet gant Plektrud, e vamm-gozh.