Emgann Camlann

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask
Emgann Camlann
How Mordred was Slain by Arthur.jpg

Deiziad: etre 537 (Annales Cambriae)
Lec'h: Enez Vreizh
Disoc'h: disklaer
Emgannerien
Arzhur Mordred
Pennoù-brezel
Arzhur Mordred
Niver a emgannerien
Dianav Dianav
Tud lazhet
Dianav Dianav

Emgann Camlann a oa emgan diwezhañ Arzhur. Ennañ e voe lazhet pe gloazet en un doare marvel. Evel ma'z eo mojennel an holl zanevelloù eus an emgann n'eo ket sur e oa c'hoarvezet an emgann-se. Meneget eo en Annales Cambriae, avat, lec'h ma kaver, evit ar bloaz 537 an arroudenn-se


Gueith camlann in qua Arthur et Medraut corruerunt : Emgann Camlann a varvas Arzhur ha Mordred ennañ.


Tout an dud veneget gant an Annales Cambriae a zo istorel hag anavezet dre andonoù arall, ar pezh a zamveneg e oa un emgann Camlann hag e varvas brezelourien vrudet, Arzhur ha Mordred o anv. Diaes eo da lârout muioc'h, avat ha posupl eo zoken e stourmas Arzhur ha Mordred en hevelep tu.

Lec'hiadur[kemmañ]

Lec'hiadur an emgann a zo dianav met meur a vartezadenn a oa bet kinniget gant ar glaskourienn.


Dirolladur an emgann[kemmañ]

Hervez ar vojenn e krogas pa dennas e gleze er-maez da lazhañ un naer. Un dorridigezh eus an arsav e oa hag an daou lu a argasas an eil egile. E-pad an emgann e lazhas Arzhur Mordred met gantañ e voe gloazet en un doare marvel.

Hervez an hengoun kembreat e voe abeg an emgann un tabut etre gwreg Arzhur, Gwenever hag he c'hoar Gwenhwyfach. Hervez Hector Boece, avat, e vefe tec'het Gwenever gant Mordred ha d'he c'hastizañ en-defe brezelet Arzhur outañ. Hervez an hengoun-se e vefe bet trec'h Arzhur.


Emgannoù Arzhur
Glein| Dubglas | Bassas| Coit Celidon

Castell Guinnion | Urbs Legionis

Tribruit |Agned |Breguoin |Badon
Camlann