Emgann Boroughbridge

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask
Emgann Boroughbridge
Edward II of England.png
Roue Edward II bro-Saoz
Deiziad: 16 meurzh 1322
Lec'h: Boroughbridge, Saoz
Disoc'h: trec'h Edward II bro-Saoz
Emgannerien
Edward II bro-Saoz Thomas Lancaster
Pennoù-brezel
Andrew Harclay Thomas Lancaster
Niver a emgannerien
4000 3000
Tud lazhet
Dianav Dianav

Emgann Boroughbridge a oa un emgann bihan met pouezus er brezel etre ar roue Edward II hag e varoned disuj. E-kichen ur pont war ar stêr Ure, Boroughbridge e anv, er mervent da York e c'hoarvezas.

E deroù 1322 e kasas Edward II bro-Saoz nerzhioù e hanternoz ar vro da stourm ouzh e gernderv Thomas Lancaster. Tec'hout kuit en doa graet hemañ war-du an norzh, ma'z espere kejañ gant ar Skosiz marteze. D'ar 16 a viz Meurzh, avat, e kavas ar pont war an Ure klozet gant Andrew Harclay. Implijout a reas hemañ ar gadoniezh-troadegiezh a vefe ken efedus diwezhatoc'h a-enep ar C'hallaoued en Crécy ha faezhet e voe an emsaverien.

E-touez ar pennoù-bras disuj e voe lazhet Humphrey de Bohun, pevare kont Hereford ha prizoniet e voe ar re arall. Lakaet e voent d'ar marv diwezhatoc'h.

[kemmañ] Liammoù diavaez

(en) Emgann Boroughbridge war battlefieldstrust.com

Ho pinvioù
Esaouennoù anv

Adstummoù
Oberoù
Merdeiñ
Kemer perzh
Boest ostilhoù
Yezhoù all