Emgann Dulantzi

Eus Wikipedia
Soudarded dindan Tomás de Zumalacárregui.

Emgann Dulantzi (Acción de Alegría de Álava pe Batalla de Alegría) zo un emgann a c'hoarvezas e-kichenik Dulantzi (Alegría de Álava e spagnoleg), en Araba (Euskadi), d'ar 27 a viz Here 1834, e-pad Kentañ brezel ar garlouriezh. En ur park e Chinchetru en em gannas ar soudarded, ha trec'h e voe ar garlourien, dindan Tomás de Zumalacárregui, war soudarded ar rouanez Isabel II, renet gant ar jeneral Manuel O'Doyle.

Notennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]