Embregerezhioù Breizh evit ar Brezhoneg

Eus Wikipedia
Embregerezhioù Breizh evit ar Brezhoneg

E miz Du 2001 e oa bet roet lañs da Embregerezhioù Breizh evit ar Brezhoneg diwar intrudu Produet e Breizh-Création Bretagne, Diorren, Le Club de Bretagne ha Bretagne Prospective. Goude barnadenn ar C'huzul-Stad a dorre an diviz da reiñ ur statud publik da Ziwan e felle da Andrev Lavanant, prezidant EBB, bodañ un 70 embregerezh bennak da skoazellañ ar brezhoneg (arc'hantaouiñ ur c'houlzad brudañ, sikour an dezougen da gas ar vugale d'ar skolioù divyezhek...).

Tri bodad-labour a oa en EBB :

  • Endro lezennel ha sokial.
  • Kinnigoù hag alioù d'an embregerezhioù.
  • Ezhommoù hag alioù d'ar bed sevenadurel.