Elizabeth Chudleigh

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask
Elizabeth Chudleigh

Elizabeth Chudleigh, dugez Kingston, anvet ivez kontez Bristol, a oa ganet en 1720 ha marvet e Pariz d'ar 26 a viz Eost 1788.

Merc'h e oa d'ar c'horonal Thomas Chudleigh (†1726). Mont a reas da lez Bro-Saoz da vezañ dimezell a enor gant Augusta von Sachsen-Gotha en 1743, marteze dre hanterouriezh he mignon William Pulteney, kentañ Kont Bath.

Koant ha speredek e oa, c'hoant emuhelaat dezhi, ha froudennek a demz-spered. Paotred a vezel war he lerc'h hag en o zouez James Hamilton hag Augustus John Hervey, a zeuas da vout 3e kont Bristol. Un deiz koulskoude e kuitaas Hamilton Bro-Saoz ha, d'ar 4 a viz Eost 1744, e Lainston, e-kichen Winchester, e timezas da Hervey. Paour e oant an eil hag egile, ha kuzh e chomas an eured evit ma c'hallje Elizabeth chom el lez, tra ma'z eas Hervey, ofisour a vor anezhañ, da verdeiñ, e-pad daou vloaz, a-raok distreiñ e dibenn 1746.

Ne voe ket un dimeziñ evurus, ha dispartiañ a rejont. Met pa voe peuzsur edo Hervey o vont da vezañ kont Bristol war-lerc'h e vreur e klaskas Elizabeth Chudleigh dastum prouennoù eus o eured.

En 1765 e reas un hir a chomadenn e Berlin, ma voe e-touez mignoned Frederig Veur. Pa zistroas da Londrez e teuas da vout serc'h da Evelyn Pierrepont, 2vet dug Kingston-upon-Hull, hag a oa pinvidik-mor.

Hervey a felle dezhañ dizimeziñ met Elizabeth ne felle ket dezhi reiñ brud d'o darempredoù ha d'o friedelezh. Kontañ a reas e oa trelatet Hervey, touiñ ne oa ket dimezet. Embann a reas al lez-varn e oa plac'h yaouank en miz C'hwevrer 1769.


Lennadurezh[kemmañ]

  • Claire Gervat, The Scandalous Life of the Duchess of Kingston, Arrow Books Ltd, 2003 – ISBN : 0712614516
  • Jean-Claude Hauc, "Elisabeth Chudley", in Aventuriers et libertins au siècle des Lumières, Paris, Les Editions de Paris, 2009.
  • Alexandra Lapierre, L'excessive, Plon, 2010. (ISBN 978-2-259-20625-9).