Élisée Reclus

Eus Wikipedia
(Adkaset eus Elisée Reclus)
Mont da : merdeiñ, klask
Elisée Reclus

Ganet eo bet Élisée Reclus e Sainte-Foy-la-Grande (Gironde) e 1830. Goude studioù protestant en eil derez e kollas ar feiz hag ez ez eas war-du an douaroniezh, desachet e oa bet daveti en ur heuliañ kentelioù Karl Ritter e Berlin e 1850. Kuitaat a reas Frañs goude taol-stad Napoleon III. Eus 1851 da 1857 e veajas e Norzhamerika hag e Suamerika. Pa zistroas da Vro-C’hall e voe goulennet digantañ gant Hachette sevel al levrioù “Guides Joanne”. Goude-se e kendalc’has gant ur studiadenn skiantel diwar-benn an Douar, la Terre, embannet e 1869.

E 1871 e kemer perzh e Komun Pariz evel dileuriad an Etrevroadel (tu Bakounin) ha gward broadel, da c’houde e vo tennet e garg kelenner Skol-Veur digantañ, kondaonet d’ar galeoù e Kaledonia-Nevez (Kanakia) ar c’hastiz-se a zo kemet e dek vloaz harlu, dre Europa a-bezh ez eus bet skiantourien o sevel o mouezhioù rvit ma vefe lakaet digablus. Mont a ra neuze d’en em staliañ e Bro-Suis. Kenderc’hel a ra e breder war an diveliouriezh hag e studiadennoù geografel.

An embanner Hachette a c’houlenn digantañ sevel levrioù douaroniezh: la Géographie Universelle (19 levrenn, embannet etre 1875 ha1894). An oberenn-se, a genlabouras Piotr Kropotkin d’he sevel, a zo unan eus pennoberennoù Reclus a-fed douaroniezh, nerzhus eo ar skrid, leun a ditouroù a gaver ennañ, diouzhtu e ra berzh e-touezh an dud desket. Er memes mare e sav ur gazetenn diveliour e Genneva gant e gamalad Kropotkin: “le Révolté”. E 1898 e vez embannet l'Évolution, la révolution et l'idéal anarchiste, ha da c’houde studiadennoù geografel l'Afrique australe (1901) ha l'Empire du Milieu (1902), ha skrivet a gevret gant e vreur Onésime. Mont a ra Reclus d’en em staliañ e Brussel, eno e kelenn. E-kichen e labour kelenner e skriv L'Homme et la Terre embannet etre 1905 ha 1908, an oberenn-se a zo ur preder geografel war al liammoù hag an eskemmoù etre an natur, ar gevredigezh hag ar politikerezh.

Marvet eo Elisée Reclus e Torhout e-kichenn Gent e Belgia e 1905.

Un oberenn savet gantan A mon frère le paysan a zo bet troet e brezhoneg gant Emile Mason ha strollad ar gelaouenn diveliour divyezhek Brug, bez ez eus diouzh an oberenn-man e brezhoneg Gwened : 'Da mem breur al labourer, hag e tregerieg: D’am breur ar peizant; moullet int bet e Gwengamp e 1913.

Oberennoù Reclus a zo bet lakaet a-gostez e-pad pell gant an douaroniourien Skol-Veur, adlennet e vezont hiziv an deiz rak leun a breder ez int war plas an den en endro. Reclus eo an douaroniour gall pennañ e dibenn an XIXvet kantved.

Preder Reclus[kemmañ]

"Al linennoù da heul n’hallfent ket bezañ ur programm gwirion. Skrivet int bet evit prouiñ e vvefe ezhomm sevel ur programm a vefe, studiet, tabutet gant an holl dispac’hourien komunour. Marteze ez eus un nebeut eus ar frazennoù-se hag a gavfe o flas er raktres emaon o c’houlenn.

Dispac’hourien omp dre m’on eus c’hoant justis ha dre ma wellomp an direizhder e kement lec’h en dro deomp. Gounidoù al labour a zo dasparzhet en doare kontrol ma’z in bet gounezet. Ar binvien didalvez o deus an holl wirioù, zoken lakaat ar roù all da greviñ gant an naon, padal al labourer n’eus ket ar gwir zoken mervel gant an naon er sioulder, bac’het eo pa ra harz-labour. Tud anveet beleien a glask lakaat da grediñ e vez burzhudoù evit sujañ ar speredoù. Tud, rouaned o anvioù, a lâr int kaset gant ur mestr hollc’halloudus hag a glask bezañ mistri ivez ; tud armet gante a lazh, a mac’hagn hag a fuzuilh keit ma c’hellont ; tud gant brozhioù du a n’em lâr tud ar justis a kondaon Yann Baour hag a distaol ar re binvidik, a werzh an distaolioù hag ar c’hastizoù ; marc’haourien zo a werzh poezon hag a vir ar bouedmad, lazh a reont amm ha tamm an hini baour a-benn dont da vezañ kapitalourien dev hag enoret. Ar mestr piv eo neuze ? Ar yalc’h setu piv eo ar mestr, setu ar pezh a zo kiriek eus planedenn an dud all. Un heuz eo seurt traoù. Poent eo cheñch. Galvomp holl d’an dispac’h a enep d’an direizhded.

« Hogen petra eo ar justis nemet ur ger, un dermenadenn. Ar pezh a zo gwirion a zo gwir an nerzh. » Sed ar pezh a lavarer. Ret eo gwellout pe ez eo ar justis un uhelveno ha neuze e tle bezañ heñvel evit an holl ; pe n’eus met an nerzh evit ren ar gevredigezh hag e vo ret neuze e implij a enep d’hon enebourien. Pe frankiz ar parded pe lezenn an talion.

Perak hastañ ? Sed aze goulenn an holl re ha n’o deus c’hoant ober netra, gortoz a reont e dremenfe an amzer. Dezho eo trawalc’h diorroadur gorrek ar gevredigezh, aon o deus rak an dispac’h. Etrezo ha ni an Istor he deus choazet. Biken n’eo aet an traoù war raok gant un diorroadur peoc’hus, atav ez eo bet cheñchet an traoù gant dispac’hoù trum. Padout a ra evit ar mennozhioù da diorroiñ en empenn. Gorrek eo ar prientiñ met, trum eo an ober. Ma ‘z eo graet an diorroadur en empenn, an divvrec’h eo avat hag a ra an dispac’h.

Penaos ober an dispac’h-se a zo o vezañ prientet tamm ha tamm er gevredigezh hag a sikouromp e diwanadur gant hon holl strivoù? Daoust hag e vo en ur sevel bagadoù hag a zo isurzhiet an eil d’egile ? Daoust hag e vo en en em zerc’hel evel bouc’hizien, hag a zo hor enebourien, en ur gaout mistri ha kargidi, en ur sevel ur skeul a c’halloudoù, en ur vezañ evel binviji e daouarn ur mestr? Ha kregiñ a rafomp d’em zilezel evit kaout frankiz? Nann, dre ma’z omp diveliourien, da lavaret eo tud hag o deus c’hoant mirout o holl kirriegezhioù, bezañ kirriek diouzh o oberennoù, hag a ra traoù hervez o gwirioù hag o deverioù hiniennel, ha n’o deus mestr ebet evel ma n’int mestr den.

C’hoant on eus en em zigabestrañ diouzh diouzh stardadenn ar stad, chom hep kaout uhelidi a-us domp hag a renfe en hor plas hag a lak o c’hoantoù e plas hor reoù.C’hoant on eus distruj pep lezenn diavaez, ha chom stag diouzh lezennoù diabarzh hor natur. En ur ziframmañ ar stad e lemmomp ivez pep moral ofisiel, rak gouzout a reomp dija n’eus ket tu kaout a moral el lezennoù digomprenet ha digomprenus, er sentidigezh. N’ez eus a moral nemet er Frankiz. Drezi eo ez eo posubl an adnevesaat. C'hoant on eus mirout hor speredoù digor, bezañ dedennet gant pep araokadenn, gant pep mennozh nevez, gant pep intrudu brokus. Hogen, ma’z omp diveliourien, enebourien an holl mistri, ez omp ivez komunourien-etrevroadelourien, dre ma gomprenomp ez eo dibosupl ar vuhez hep bodad sokial. Hon unan, n’hallomp ober tra, padal, en ur gevrediñ e c’hallomp cheñch ar bed. En em gevrediñ a reomp an eil reoù gant ar reoù all en un doare naturel, dieb ha par, labourat a reomp war un oberenn a-stroll, diluziet eo ar c’hudennoù gant ar c’hengred hag antrubuilhoù gant ar justis hag ar vadelezh stroll. N’ez omp ket tizhet gant ar c’hasoni, maget ma’z eo gant ar relijionoù hag ar vrogarouriezh. Studiadenn an natur eo hor relijion nemeti, hag ar bed a-bezh eo hor vammvro. Ar feulster, ar bizhoni, an drubarderezh ne vo ket mui diouto. An douar a teuio da vezañ ur berc’henniezh a-stroll, lammet va harzoù ha klouedoù. Produoù an douar a vo produet hervez an ezhomm a zo diouto ha e-lec’h ma c’hellont bezañ produet hep na zistrujfent kempouezh naturel an douar. Er memes koulz e vo dasparzhet ar pinvidigezhioù etre an dud en un doare kevatal hag an eskemmoù a vo graet en un doare reizh.

N’emaomp ket o sevel aze taolenn ar gevredigezh da zont : d’an holl dud dieud eo d’he grouiñ, da reiñ he stumm dezhi en un doare emyoulek, ar stumm-se sur a cheñcho atav evel ma cheñch atav stummoù ar vuhez. Hogen ar pezh a ouezomp eo ez e stourmimp atav a-enep pep direizhder, pep trubarderezh e keñbver mab-den. Keit ma pado an direizhder, ni komunourien-etrevroadelourien a chomo atav en dispac’h peurbadel."

Liammoù diavaez[kemmañ]


Commons
Muioc'h a skeudennoù diwar-benn

a vo kavet e Kerandafar.