Elesbed Bro-C'hall (1764-1794)

Eus Wikipedia
Ur pennad Elesbed Bro-C'hall zo ivez.
Elesbed Bro-C'hall (1764-1794), gant Élisabeth Vigée Le Brun.

Elesbed Bro-C'hall (1764-1794), pe Élisabeth Philippe Marie Hélène de France, lesanvet Madame Élisabeth, a oa ur briñsez c'hall, a voe dibennet gant an Dispac'h gall e Pariz.

Ganet e oa e kastell Versailhez d'an 3 a viz Mae 1764. Diwezhañ bugel an daofin Louis-Ferdinand de France (1729-1765) hag e bried Maria Josepha von Sachsen (1731-1767) e oa. C'hoar e oa eta da Loeiz XVI (Bro-C'hall) ha d'e vreudeur danvez rouaned Loeiz XVIII ha Charlez X.

Bac'het e voe war un dro gant he breur roue en 1792, kaset dirak al lezvarn dispac'hel da vare ar Spontadeg, kondaonet d'ar marv, ha dibennet.