Eleonora degli Albizi

Eus Wikipedia

Eleonora degli Albizi, pe Albizzi (Firenze, 1543 – Firenze, 1634), a voe serc'h da g-Cosimo Iañ de' Medici, Dug-meur Toskana.

Merc'h e oa da Luigi degli Albizi ha da Nannina Soderini. Nevez intañvet e oa an dug-meur pa daolas evezh outi, ha hi 24 bloaz youankoc'h egetañ. E 1565 eo e krogas Cosimo d'he daremprediñ.

Ur verc'h he doe e 1566 nemet mervel a reas en-bugelig, ha n'ouzer ket hec'h anv. Bloaz goude, e 1567, e c'hanas ur mab, Don Giovanni de' Medici.


Ur serc'h all, Camilla Martelli, bloaz yaouankoc'h, a gemeras an dug-meur.

Tri bugel he doe Eleonora gant Carlo, nemet n'ouzer nemet anv Bernardo (ganet e 1577 ha dimezet da Maria Gianfigliazzi). Goude e voe kaset kuit gant he fried e 1578, dre ma vije bet avoultrez, ha ret dezhi kavout repu en ur gouent, hini Fuligno, e Firenze, ma vevas 56 vloaz. Mervel a reas e 1634, er bloavezh en-eeun ma varvas Camilla Martelli, an hini he devoa kemeret he lec'h e kalon an dug-meur.