Eleonora Luisa Gonzaga
- Ur pennad Eleonora Gonzaga zo ivez.
Eleonora Luisa Gonzaga ( 1686 – 1741) zo ur briñsez italian.
Taolenn |
He buhez [kemmañ]
Bugel nemeti he zud e oa. He zad e oa Vincenzo Gonzaga, Dug Guastalla ha Sabbioneta, hag he mamm, eil pried he zad, ha keniterv dezhañ, e oa Maria Vittoria Gonzaga.
E 1709 e voe dimezet en desped dezhi d'ar c'hardinal ( digardinalet) Francesco Maria de' Medici, dug Rovere ha Montefeltro, 26 vloaz koshoc'h egeti, tev evel ur varrikenn ha klañv-bras, evit reiñ un hêr d'e vreur Cosimo III de' Medici, dug-meur Toskana. Goude an eured avat ne fellas ket dezhi leuskel he fried kabac'h da dostaat dezhi. Mervel a reas Francesco Maria e 1710. Bugel ebet n'he doa bet Eleonora.
Intañvez [kemmañ]
Goude marv he fried e kasas ur vuhez diroll. Chom a reas da gentañ e lez he niz Gastone de' Medici. Goude e varv e veajas kalz dre Italia hag un tamm e-maez Italia. Meur a levrig a voe savet diwar-benn he c'harantezioù gant he servijourien hameur a vastard he doe hervez ar c'hannad saoz Horace Mann: gant ur Monsù Filippo he devoa bet ur mab a voe anvet Ubaldo Velluti ha lesanvet Mignonne, a voe rener ur skolaj e Roma, unan all a voe anvet Francesco Baulas, bet gant Pier Maria Materassi, lesanvet Monnicca; aet e vije ar Baulas da lean ha mervel (en em lazhañ marteze) a reas e 1765. Daou vab all he devoa bet ivez digant serc'heged all.
Dihelloù sirius avat a ra diouer, ha hervez Pieraccini, en e oberenn La stirpe dei Medici di Cafaggiolo, n'eo ket Eleonora Luisa a oa mamm d'an daou vastard all met he fried ar c'hardinal Francesco Maria, kalz a-raok e eured, digant ur vaouez anvet Teresa Rossimanni.
Eleonora Luisa Gonzaga a echuas he buhez e Padova ma varvas e 1741.
C'hoariva [kemmañ]
Diwar-benn an eured eo bet savet ar pezh-c'hoari italianek Nero Cardinale, gant Ugo Chiti, ha c'hoariet gant Alessandro Benvenuti e 2002 .
