Eleanor Rigby

Eus Wikipedia

Eleanor Rigby zo titl ur ganaouenn gant ar strollad sonerien saoz The Beatles. 2:06 he fadelezh e teu da eil e-barzh an albom Revolver, war-lerc'h ar ganaouenn gentañ Taxman hag a-raok I'm Only Sleeping.

Enrollet e oa bet d'an 28-29 a viz Ebrel ha d'ar 6 a viz Mezheven 1966 e studioioù EMI e Londrez. Enrollet e oa bet ar pevarad kerdin (peder biolin, div violin alto ha daou c'hourrebed) a vez klevet a-hed ar ganaouenn d'an 28 a viz Ebrel da gentañ, er studioioù Abbey Road. Deuet e oa an albom e-maez d'ar 5 a viz Eost 1966 er Rouantelezh-Unanet ha d'an 8 a viz Eost er Stadoù-Unanet.

Eleanor Rigby a vez kavet ivez war an tu B eus ar bladennig du a oa bet embannet d'an hevelep deiziad. Yellow Submarine a oa ar ganaouenn gentañ war an tu A.

Istor ar ganaouenn[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Ar bez-maen skrivet anv Eleanor Rigby outañ.

Evel evit un toullad mat eus e ganaouennoù all e kavas Paul McCartney ton ha kentañ gerioù Eleanor Rigby tra ma oa ouzh e biano. Er penn kentañ, Daisy Hawkins a oa anv ar plac'h yaouank kozh a zo o naetaat an iliz er ganaouenn, ha ne oa ket Eleanor Rigby. Soñjal a reas e c'hallje-hi a-walc'h bezañ c'hwitet gant he dimeziñ dre ma kustume diverkañ roudoù euredoù reoù all (Eleanor Rigby picks up the rice in the church where a wedding has been).

Ne blije ket kalz an anv Daisy Hawkins da vMcCartney, blaz ar wirionez warnañ betek re hervezañ. Chom a reas sac'het ar ganaouenn e-pad ur pennad amzer petra bennak ma tistroe ar sonaozer da gendelc'her ganti bep an amzer. Soñj mat en deus ar c'hanour folk Donovan en devoa kanet MacCartney dezhañ ur bomm anezhi ma veze kaoz eus ur plac'h Ola Na Tungee hec'h anv.

A-viskoazh en devoa soñjet MacCartney e oa bet dibabet an anv-bihan Eleanor gantañ peogwir en devoa labouret gant an aktourez saoz Eleanor Bron pa oa bet troet ar film Help!. A-du all e oa sur ar sonaozer saoz Lionel Bart e oa deuet an anv-bihan-se da spered MacCartney goude bezañ gwelet hini Eleanor Bygraves ouzh ur maen-bez pa oant o pourmen en ur vered nepell diouzh park Wimbledon.

Kavet e oa bet an anv-familh Rigby gant Paul McCartney e miz Genver 1966 tra ma oa e Bristol, hag eñ deuet di da arvestiñ ouzh ar pezh-c'hoari The Happiest Days of Your Life ma c'hoarie Jane Asher ennañ. Lec'hiet e oa ar c'hoariva e-tal kichen savadur an embregerezh Rigby & Evens Ltd, Wine & Spirits Shippers.

Peurechuet e voe ar ganaouenn pa oa bet bodet George Harrison, John Lennon ha Ringo Starr e ti McCartney, pep hini anezhe o tegas e skodenn da glokaat ar gerioù anezhi. Unan bennak a silas e vije mat ouzhpennañ un dudenn all ha, war-lerc'h un nebeud kinnigoù difrouezh, e oa bet krouet hini an tad reverant McCartney gant Paul. Starr an hini eo en devoa displeget e c'halljed e welet o paseadenniñ e loeroù da noz, ar pezh a blijas kalz da bPaul. Ouzhpennet e voe gant Harrison ur werzenn diwar-benn an dud en o-unan. Pete Shotton, ur mignon kozh da Lennon, a ginnigas e vije kemmet anv ar reverant evit na vije ket kammgemeret evit hini tad Paul. En un taol-lagad e oa bet kavet McKenzie el levr-pellgomz a oa er sal-sonerezh.

Dre na zeue ket McCartney a-benn da gavout un dibenn poellek d'e ganaouenn ez eo Shotton a ginnigas bodañ an div dudenn n'o devoa na kar na par, an tad McKenzie en e sav dirak bez Eleanor Rigby. Ne blijas nemeur ar mennozh da Lennon ha, koulskoude, graet e voe gantañ pa echuas McCartney ar ganaouenn, oc'h anavezout perzh Shotton diwezhatoc'hik.

Disparat darvoud pa voe kavet, er bloavezhioù pevar-ugent, ur maen-bez skrivet anv Eleanor Rigby outañ ! Emañ lec'hiet e bered-barrez St. Peter e Wolton...tostik-tost ouzh al lec'h m'o devoa kejet Lennon ha McCartney an eil gant egile evit ar wech kentañ d'ar 6 a viz Gouere 1957. Ha gallout a rafe bezañ chomet sanket don e penn Paul McCartney an anv-se en dije gwelet pa oa yaouank ?...