El Caney

Eus Wikipedia

El Caney (pe Caney) zo ur gêriadenn a zo 6.4 km er biz da Santiago de Cuba, e Cuba. "Caney" a zo ti-hir er yezh taino.[1]

Eno, hervez ar vojenn, emañ al lec'h wa teuas ur weledigezh da Hernán Cortés a roe urzh dezhañ da vont da gristenaat Mec'hiko.

Eno ivez e c'hoarvezas Emgann El Caney d'ar 1añ a viz Gouhere, 1898, etre arme Spagn ha hini SUA.

Tud[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Keriadenn orin ar sonerien ha kanerien Hierrezuelo eo El Caney, ha Rey Caney a veze graet eus unan anezho.

Gwelout ivez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Notennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  1. The United Confederation of Taíno People. Taíno Dictionary
    (Spanish)
    . Kavet : 2007-10-18.