Eirene (arzourez)

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask

Eirene, pe Irene, a oa un arzourez eus Hellaz kozh (IIIde kantved kent JK). Merc'h e oa d'al livour Kratinos ha gantañ eo e teskas ar vicher. Meneget eo hec'h anv gant ar skrivagner latin Plinius an Henañ (Iañ kantved goude JK) en e oberenn Naturalis Historia (levrenn 35). Livet he doa poltred ur plac'h a veze gwelet e kêr Eleusis evit doare.

Levr Boccaccio[kemmañ]

En e levr latin De claris mulieribus e ra Giovanni Boccaccio anv eus Eirene

Da vare an Azginivelezh italian, er XIVvet kantved, e voe lakaet hec'h anv gant ar skrivagner Giovanni Boccaccio en e levr De mulieribus claris (Diwar-benn maouezed brudet) .

Koulskoude e hañval ar skrivagner bezañ mesket meur a hini eus an anvioù meneget gant Plinius ha lakaet re a draoù war gont Eirene. Lakat a ra war he c'hont tri foltred all, hini Kalypso, hini ar gladiator Theodorus, ha hini un dañser brudet anvet Alcisthenes[1].

Notennoù[kemmañ]

  1. Gant Virginia Brown eo bet troet levr Giovanni Boccaccio e saozneg: Famous Women, pp 123 - 124; Harvard University Press, 2001; ISBN 0-674-01130-9

Lennadurezh[kemmañ]

  • Harris, Anne Sutherland and Linda Nochlin, Women Artists: 1550-1950, Los Angeles County Museum of Art, Knopf, New York, 1976
  • Rainer Vollkommer: Eirene, in Künstlerlexikon der Antike I (2001), pajenn 200