Einstürzende Neubauten

Eus Wikipedia

Einstürzende Neubauten a zo ur strollad sonerezh-arnodiñ ha sonerezh industriezh bet savet e Berlin e 1980. Abaoe m’eo bet krouet ar strollad eo bet merzet abalamour d’ e varregezh da implijout binvioù sonerezh dic’hortoz : toullerezed, betonerezed pe c’hoazh morzholioù-tredan, ar pezh a lak kanaouennoù ar strollad da vezañ dibar.

Izili ar strollad[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Istor[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Abadenn gentañ Einstürzende Neubauten (“savadurioù nevez o kouezhañ en o foull”) a voe aozet d’ar 1añ a viz Ebrel 1980 er Moon Club e Berlin. Er strollad e oa d’ar mare-se Beate Bartel, Gudrun Gut, Blixa Bargeld ha NU Unruh. An div vaouez (Beate Bartel ha Gudrun Gut) a guitaas ar strollad buan a-walc’h hag e kroujont o strollad anvet Mania D.

E 1981 e voe degemeret FM Einheit er strollad. Pladenn gentañ ar strollad, Kollaps he zitl a voe enrollet. Evit en ober ec’h ipmlijjont plakennoù houarn, trozuioù elektronek ha binvioù liesseurt savet ganto. E-pad troiad kentañ ar strollad en Alamagn e teuas Mark Chung, hag ur bloaz goude e voe degemeret Alexander von Borsig. E-pad 10 vloaz e chomas digemm ar strollad. E 1982 ec’h enrollas Einstürzende Neubauten e eil pladenn, Zeichnungen des Patienten O.T. he zitl. Diazezet eo an titl anezhi war ul levr skrivet gant Leo Navratil diwar-benn tresadennoù Oswald Tschirtner. Gant Halber Mensch (1985) e kemmas doare ar strollad. Frammetoc’h e voe ar c’hanaouennoù, koulz a(fet sonerezh hag a-fet kan (nebeutoc’h a huchadennoù a voe). An div bladenn da heul, Fünf auf der nach oben offenen Richterskala (1987) ha Haus der Lüge, a reas berzh er Stadoù-Unanet hag e Japan.

Er bloavezhioù 1990 e kemmas sonerezh ar strollad, hag e teuas da vezañ siouloc’h, daoust ma chomas trouzus ha kefredel. Sonerezh a savjont evit pezhioù-c’hoari skrivet gant Heiner Müller. Er bloavezhioù 2000 ec’h implijas ar strollad internet a-benn brudañ e labour. Lakaet e voe e plas ar raktres Neubauten.org : an du entanet gant ar strollad a ro arc’hant hag e c’hellont kaout a bep seurt traoù diwar al lec’hienn (tonioù diembann, videoioù e-leizh). Evit an abadenn e Palast der Republik (Berlin) e voe pedet 100 den plijet gant ar strollad da ganañ war ale leurenn asambles gant Einstürzenden Neubauten. Pladenn ziwezhañ ar strollad, Alles Wieder Offen he zitl, a zo deuet er-maez e 2007. Brudet eo ar strollad evit e abadennoù just a-walc’h, enno ur meskj binvioù sonerezh gwir (gitar, gitar boud) ha traoù liesseurt implijet da vinvioù (ostilhoù, tammoù houarn, traezh...).


Pladennaoueg[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Albomoù
EPoù
  • Interim (1993)
  • Malediction (1993)
  • Total Eclipse Of The Sun (1999)
Singles
  • "Für den Untergang" (1980)
  • "Kalte Sterne" (1981)
  • "Thirsty Animal" (1982) (gant Lydia Lunch ha Rowland S. Howard)
  • "Yü-Gung" (1985)
  • "Das Schaben" (1985)
  • "Feurio!" (1989)
  • "Nag Nag Nag/Wüste" (1993) (nemet gant al levr Einstürzende Neubauten)
  • "Stella Maris" (1996)
  • "NNNAAAMMM - Remixes By Darkus" (1996)
  • "Perpetuum Mobile" (2004) (da bellgargañ nemetken)
  • "Weil Weil Weil" (2007) (da bellgargañ nemetken)
Dastumadegoù
  • Stahldubversions (1982)
  • Strategies Against Architecture 80-83 (1984)
  • Tri-Set (1994)
  • Ende Neu Remixes (1997)
  • Strategies Against Architecture II (1991)
  • Strategies Against Architecture III (2001)
  • Kalte Sterne -early recordings- (2004)
Pladennoù enrollet “live” (war al leurenn)
  • 1981/1982 Livematerial (1982)
  • 2X4 (1984)
  • 09-15-2000, Brussels (2001)
  • Gemini (2003)
  • Perpetuum Mobile Tour (2004)
  • 04-01-2004, Amsterdam (2004)
  • 10-29-2004, Reggio Emilia (2004)
  • 25th Anniversary Tour (2005)
  • 04-07-2005, Brussels (2005)
  • 04-22-2007, Hannover (2007)
  • Palast der Republik (2007)
Raktres Neubauten.org
  • Supporter Album No. 1 (2003)
  • Airplane Miniatures (2003)
  • Grundstück (2005)
  • Alles Was Irgendwie Nützt (2006)
  • Jewels (2006-2007)
Raktres Musterhaus
  • Anarchitektur (2005)
  • Unglaublicher Laerm (2005)
  • Solo Bassfeder (2005)
  • Redux Orchestra versus Einstürzende Neubauten (2006)
  • Kassetten (2006)
  • Klaviermusik(2006)
  • Stimmen Reste (2006)
  • Weingeister (2007)
Sonerezh filmoù ha pezhioù-c'hoari
  • Die Hamletmaschine (1991)
  • Heat (1995)
  • Faustmusik (1996)
  • Berlin Babylon (2001)
Videos
  • Halber Mensch (film) (1985)
  • Liebeslieder (1993)
  • Stella Maris (1996)
  • 20th anniversary concert (2000)
  • Grundstück DVD (2005)
  • Palast der Republik DVD (2006)

Liammoù diavaez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]


Commons
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.