Eil brezel Kongo

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask

Eil brezel Kongo a voe un heuliad emgannoù war takad Republik demokratel Kongo etre 1998 ha 2002, echuet ent-ofisiel e miz Gouere 2003. Brezel brasañ etre Stadoù en istor Afrika a-vremañ eo. 9 bro hag un 30 lu bennak zo bet paket e-barzh. Tro 4,5 milion a dud a vije marvet abalamour d'ar brezel-se, dreist-holl diwar naon ha kleñvedoù ha milionoù a dud all a zo bet skarzhet eus o bro.



Takadoù dalc'het gant al luioù da heul e miz Mezheven 2003 : Gouarnamant, MLC en norzh, RCD er reter