Effacé (barrez)

Eus Wikipedia

E barrez klasel e implijer an termen effacé evit deskrivañ unan eus an tuioù épaulement p'en em gav an dañserez a-veskell e-keñver an arvesterion, kuzhet dioute ur rann eus he c'horf. Graet e vez ouvert eus an emstumm-mañ er Skol c'hall.

Emañ an dañserez en emstumm effacé p'emañ he gar dehoù dirak o sellout war du kogn dirak hag a-dehoù al leurenn pe p'emañ p'emañ he c'har gleiz dirak o sellet ouzh kogn dirak hag a-gleiz al leurenn.

Implijout a reer ar ger effacé ivez evit deskrivañ an emstummoù ma vez digor an divc'har kentoc'h evit kroaziet (croisé). Bez' e c'hell bezañ devant pe derrière, à terre pe en l'air.

Gwelit ivez:[kemmañ | kemmañ ar vammenn]