Ed Miliband

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask
Ed Miliband e miz Gwengolo 2010

Edward Samuel Miliband, lesanvet "Ed Miliband" (ganet d'ar 24 a viz Kerzu 1969) zo ur politikour saoz eus Strollad al Labour. Dilennet e voe e pastell-vro Doncaster da vont da gannad e Ti ar C'humunioù, e 2005. E gouarnamant Gordon Brown e voe etre 2007 ha 2010. Abaoe ar 25 a viz Gwengolo 2010 emañ e penn Strollad al Labour.

Mab eo d'ar c'helenner Ralph Miliband ha breur d'ur politikour all David Miliband. Studioù en deus graet e skol-veur Oxford hag e Londrez, a-raok mont da labourat evit Strollad al Labour.