Eüriloc'hos

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask
Odisseüs hag Eüriloc'hos (a-gleiz), krater e kalir gant tresadennoù ruz eus Lucania, war-dro 380 kent J.-K., Cabinet des médailles al levraoueg vroadel c'hall (Paris)

E mitologiezh Henc'hres, Eüriloc'hos (en henc'hresianeg Εὐρύλοχος, Eurýlokhos) a oa ur c'heneil eus Odisseüs hag a gemeras perzh gantañ e Brezel Troia. Eurediñ a reas Ktimene, c'hoar Odisseüs.

Eüriloc'hos a oa unan eus an diaraogerien kaset gant Odisseüs da anavout Bro al Lestrigoned. Dont a ra a-benn da dec'het dioute ha da zistreiñ d'e lestr.

Pa zilestr Odisseüs en Enez Aiaia, m'emañ an achantourez Kirke o chom, e tiviz kas ur strollad diaraogerien tennet d'ar sord : mont a ra kuit Eüriloc'hos e penn 20 den tra ma chom Odisseüs hag ar re all e-tal o lestr. Dizoloet eo palez Kirke gant pare Eüriloc'hos. Gronnet eo a loened gouez, leoned ha bleizi, hag en em zalc'h evel loened doñv. Degemeret int en un doare hegarat gant an achantourez met Eüriloc'hos, disfizius, a gav gwell chom er-maez. Ar wazed zo aet er palez zo troet e perc'hell e-pad ar pred, rak Kirke he deus fennet un dramm en o evaj. Eüriloc'hos, goude bezañ chomet pell da c'hortoz en aner e geneiled, a zistro d'al lestr hag a lâr da Odisseüs ez int dianadet. Hennezh a gemer diouzhtu penn an hent da saveteiñ e verdeidi[1].

Da c'houde, er c'han XII, a klask ar morganezed strobinellañ Odisseüs hag e voraerien. Eüriloc'hos an hini, gant Perimedes, a stag Odisseüs ouzh ar wern vras, dezhañ da c'hallout selaou kan heson ar boudoù marvus-se[2].

Lazhet eo Eüriloc'hos da-heul dilestradeg Odisseüs hag e voraerien en Enez an Heol, anvet Sikilia hiziv, ma peure oc'hen an Heol. Dizeriañ a ra an Akeaned gant an naon. Daoust da zifenn Odisseüs a oa bet aliet gant Kirke e lazh Eüriloc'hos un nebeud oc'hen gant ar voraerien all e-keit ha m'emañ Odisseüs o chaseal e lec'h all. Fuloret eo an doue Heol gant an taol disakr ha pa'z a kuit lestr an haroz e oa taolet foeltr Zeus outañ da veñjiñ an doue. Lazhet e oa an holl Akeaned war-bouez Odisseüs[3].

Levrlennadur[kemmañ]

  • Homère et Martine Laffon, Ulysse et l'odyssée, Le livre de poche jeunesse.
  • Pauline Debienne (édition critique), Ulysse dans l'île de Circé ou Euryloche foudroyé par Claude Boyer, mémoire de master 1, Paris-Sorbonne, 2007 Patrom:Lire en ligne.

Notennoù[kemmañ]

  1. Odisseia, X
  2. Odisseia, XII, 192
  3. Odisseia, XII