Durença

Eus Wikipedia
An Durença e-kichen Manòsca.

An Durença (pe Durance e galleg) a zo ur stêr en Okitania hag a eien en Alpoù, e Menez Chenalhet, hag a dreuz Provañs war-hed 323,8 km a-raok kemberiñ gant ar Ron war e lez kleiz.

Gerdarzh[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Ur ger a orin keltiek e vefe Durença, kar d'ar ger brezhonek dour[1]. Anavezet eo ar stummoù Druentia (er Iañ kantved), Drouentios potamos (en gresianeg), Durantia (e 854 ha 1271) pe Durentia (e 1127).

Ar stummoù klasel zo deuet eus *Dūrantia, diazezet war an douranv dur- pe dru- a gaver en anv meur a stêr en Alpoù ar c'hornôg (ar stêrioù Dora Báltea ha Dora Riparia, en Italia, Dranse e Savoia (en Haute-Savoie), ha Drac, Drôme, Durensola, gant un dibenn-ger -antia. An holl stêrioù-se a zo froudoù anezho, hag emañ o mammennoù en uheldirioù.

Ouzh an anv -se e c'haller tostaat ivez an anv Dordogne, hag ivez Duero e Spagn.

Kêrioù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Tremen a ra an Durença dre:

Notennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  1. Paul-Louis Rousset, Les Alpes et leurs noms de lieux.


Liammoù diavaez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]


Commons
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.