Dulce et decorum est pro patria mori
Dulce et decorum est pro patria mori zo ul lavar latin diwar ar barzh latin Horatius (Odes (III.2.13)) hag a dalv kement ha « C'hwek ha klodus eo mervel evit ar vro ». Hervez ar barzh eo c'hwek ha kaer mervel evit ar vro, un ali a zo bet implijet gant tud zo ha milliget gant tud all.
Taolenn |
[kemmañ] Ar varzhoneg orin
Sed amañ linennoù orin eus dibenn skrid ar barzh hag an droidigezh anezho.
|
Dulce et decorum est pro patria mori : |
C'hwek ha klodus eo mervel evit ar vro : |
.
[kemmañ] Brud
Distaget eo bet ar bomm-se gant Simon Fraser, 11vet Lord Lovat a-raok bezañ dibennet e Londrez e 1747.
Ar studierien saoz a lavare en XIXvet kantved: "Dulce et decorum est pro patria mori, sed dulcius pro patria vivere, et dulcissimum pro patria bibere. Ergo, bibamus pro salute patriae", da lavarout eo : " C'hwek ha klodus eo mervel evit ar vro met c'hwekoc'h bevañ eviti ha c'hwekañ tra eo evañ dezhi . Neuze evomp da yec'hed ar vro."
Meneget eo bet alies da vare an Impalaeriezh Breizhveuriat en XIXvet kantved, dreist-holl e-pad eil brezel ar voered hag ivez evit reizhabegiñ ar brezel-bed kentañ.
Meneget eo en ur varzhoneg saoznek, gant ar barzh saoz Wilfred Owen, anvet Dulce Et Decorum Est.
Adskrivet eo bet ouzh moger chapel skol ofiserien an arme saoz e Sandhurst e Bro-Saoz[1].
- Un danevell gant Damon Knight e 1955 zo anvet "Dulcie and Decorum" , ha kaoz enni eus urzhiataerioù oc'h aliañ an dud d'en em lazhañ.
[kemmañ] Filmoù
- Echuiñ a ra ar film Johnny Got His Gun gant ar frazennse, war un dro gant stadegoù diwar-benn niver an dud lazhet er brezel.
- Er film 'All Quiet on the Western Front' eo meneget ar frazenn gant ur c'helenner dirak e glas.
[kemmañ] Bannoù-treset
Meneget eo bet ivez e levrioù bannoù-treset, ha dreist-holl gant René Goscinny en Astérix, diwar fent, e Le Combat des chefs, ha La Mascotte, en albom Astérix et la Rentrée gauloise.
[kemmañ] Notennoù
- ↑ Francis Law, A man at arms: memoirs of two world wars, 1993, p. 44