Dugelezh Loren
Eus Wikipedia
Setu ur pennad diechu hag a denn d'an istor. Gallout a rit reiñ un tamm skoazell, ha kreskiñ ar pennad: krogit e-barzh. Mar karfec'h reiñ hoc'h ali ha netra ken, grit 'ta e pajenn ar gaozeadenn.
Dugelezh Loren pe Dugelezh Loren-Uhel (Herzogtum (Ober-)Lothringen en alamaneg ha Duché de (Haute-)Lorraine e galleg) a oa un dugelezh istorel hag a zegouezh dre vras gant rannvro Loren a-vremañ er Frañs hag ivez darnoù eus Luksembourg a-vremañ hag eus Alamagn. Nancy, ar gêr-benn, Metz ha Verdun e oa ar c'hêrioù pennañ. Padout he deus graet eus ar bloaz 959 betek 1766 ma voe tapet ha staget ouzh Bro-C'hall.
[kemmañ] Orin an dugelezh
Savet e voe a-hed ar bloavezhioù goude meur a rannidigezh:
- en 843, gant feuremglev Verdun, e voe rannet Impalaeriezh Karl Veur etre bugale Loeiz an Deol. Gant Lotar Iañ ec'h eas al lodenn etre Frankia ar C'hornôg ha Frankia ar Reter,
- en 855 e varvas Lotar Iañ, ha rannet e voe rouantelezh Lotar Iañ etre e vibien, ha gant e vab Lotar II ez eas an hanternoz, da lavarout eo an douar anvet Lotaringia (diwar an anv latin Lotharii Regnum, a zo Lotharingen en alamaneg)
- Gwelout ar pennad Lotaringia
- un dugelezh e teuas da vezañ e deroù an Xvet kantved;
- en eil hanterenn an Xvet kantved e voe rannet an dugelezh etre div zugelezh: hini Lotaringia Izel ha hini Lotaringia Uhel, ha honnezh eo a deuio da vezañ Bro-Loren[1].