Droug an divskouarn

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask

Fall eo an trouz evit hon divskouarn.

Ur skouarn.

Trouz a vez e-barzh ar gevredigezh. 10 % eus ar C’hallaoued o devez poan o klevout, ha muioc’h-mui a dud a ya da welout ur medisin abalamour da se. E kêr evel war ar maez, e-barzh al labour evel er gêr, ne vez ket graet brav d’hon divskouarn. An trouz eo enebour kentañ ar yec’hed er bed a-vremañ, hervez Aozadur Bed ar Yec’hed. Koll ar c’hleved a zo deuet da vezañ an droug kentañ gouzañvet gant ar c’horf. Dont a ra da bevare kaoz a gleñved e-barzh al labour. Hervez al lezenn eo anavezet an trouz evel un dañjer e-barzh al labour aboe 1963.

[kemmañ] Drailh

Dirak an trouz n’omp ket par. Rak kemmañ a ra an amzer tremenet e-kreiz an trouz hervez doareoù bevañ an dud. Hervez skuizhder ha kizidigezh an dud ivez n’en em zalc’ho ket atav daou zen er memes lec’h trouzus. Ne c’houzañv ket daou zen er memes doare e-kreiz ar memes trouz. Kentoc’h eget komz eus desibeloù hag eus nerzh an trouz, e kav gwelloc’h ar glevedoniourien komz eus penaos e vez santet nerzh an trouz . 37% eus ar re yaouank etre 15 ha 19 vloaz o deus poan o klevet. Sonvaleerien MP3 lakaet re greñv, c’hoarioù video a-bouez-penn, ha re bell amzer e-barzh ar ravoù, gant kement-se e teu an drailh.

Hervez ar glaskerien o deus ar re yaouank muioc'h-mui a boan o kompren an dud. Abalamour d'an akoufenoù, "titirinoù" pe trouzioù tasmantel. Etre 10 ha 15% eus ar C'hallaoued o devez bec'h gant-se. N'ouzont ket ken petra eo bevañ en didrouz, gant ar c'hwitelladennoù iskis, hegazus-se. Koulskoude, n'eo ket an holl dud zo displijet gant an akoufenoù. Gwelet e vezont gant pobloù 'zo, evel ar Sinaiz, e-giz arouezioù eus an Doueed. Ur boan nevez all, an hiperakousiezh, un dreistkizidigezh ouzh an trouz hag a lak pep trouz da vezañ poanius-kenañ.

[kemmañ] Pennadoù kar

Ho pinvioù
Esaouennoù anv

Adstummoù
Oberoù
Merdeiñ
Kemer perzh
Boest ostilhoù
Yezhoù all