Drask sut
|
|||||
|---|---|---|---|---|---|
Drask sut
|
|||||
| Rummatadur klasel | |||||
| Riezad : | Loened | ||||
| Skourrad : | Chordata | ||||
| Kevrennad : | Aves | ||||
| Urzhiad : | Passeriformes | ||||
| Genad : | Turdus | ||||
| Anv skiantel | |||||
| Turdus philomenos Brehm, 1831 |
|||||
|
|||||
An drask sut (liester: driski sut) a zo un evn krennik e vent, brudet evit e gan. Turdus philomelos eo e anv skiantel.
Taolenn |
Doareoù pennañ [kemmañ]
Muzuliañ a ra an drask sut 22 cm. Kalz bihanoc'h eget an drask roueel hag an drask louet eo.
Hec'h anv skiantel philomenos a zeu eus ar gresianeg a gar ar sonerezh rak kanañ a ra kalz al labous-mañ. Kavet e vez ivez (Andrev Gelleg, Al Liamm, niv 170) an anv brezhonek bouzevelleg (diwar borzevelleg).
Boued [kemmañ]
Debriñ a ra amprevaned, biskoul, buzhug ha melc'hwed dreist-holl. Boas eo da derriñ krogenn ur maligorn war ur maen.
Annez [kemmañ]
Plijout a ra dezhi brouskoadoù, girzhier, liorzhoù war-dro an tiez.
Rummatadur [kemmañ]
Diouzh an evnoniourien e vez renket an drask-lann e kerentiad Muscicapidae pe Turdidae.
Sell ivez [kemmañ]
- Roll ar spesadoù laboused eus ar genad Turdus
- Rummad al laboused renket hervez o anv boutin
- Rummad al laboused renket hervez o anv skiantel
liammoù [kemmañ]
(e saozneg)
http://www.rspb.org.uk/birds/guide/s/songthrush/index.asp
http://www.bbc.co.uk/nature/wildfacts/factfiles/258.shtml
http://www.birdsofbritain.co.uk/bird-guide/song-thrush.htm