Dr. Martens

Eus Wikipedia
Gwriadenn velen arouezius tro-dro ar seul
Merk dindan ar seul

Dr. Martens a zo ur merk botoù-lêr bet savet er penn-kentañ evel botoù ortopedek, ha bet implijet da heul evel botoù-surentez gant micherourien. Anavezet eo ivez dindan meur a anv all evel Doc Martens, Docs pe DM's.

Ijinet eo bet ar botoù gant ar mezeg alaman Klaus Maertens e-pad an eil brezel bed. E 1945 e c’hloazas e ufern e-keit ma oa o skiañ. Re ziaes e oa dezhañ e votoù arme, neuze e profitas eus e brantad diglañvadur a-benn sevel ur votez nevez : finoc’h al lêr, avelet ar seul ha milimetret ivez, a-benn gwelout penaos ec’h uzfe. Hervez lod e vefe bet ar votez ortopedek kentañ. Perc’henn war ar merk eo c’hoazh familh Dr Maertens, savet ha gwerzhet e vez ar botoù gant an embregerezh Grigg's Ltd, (Northampton).

D’ar 1 a viz Ebrel 1960 e voe krouet ar votez kentañ a vefe gwerzhet d’an holl, anvet e voe 1460 (1-4-60). Ar votez-se (8 toull, seul PVC ha gwalenn uhel) a zeuas da vezañ arouez ar merk. E 2000 eo bet adc’hraet ha gwerzhet en-dro, ouzhpennet ez eus bet tresadenn mod sinat un aerouant, anvet eo bet "millenium edition".

E dibenn ar bloavezhioù 1970 e voe gwisket ar botoù Doc Martens gant punked vrudet evel Sid Vicious. Tamm-ha-tamm eo an holl bunked hag ar skinheaded a wiskas anezho. Bet e oa bet botez al labourerien, dont a reas da vezañ hini ar re yaouank. Tamm-ha-tamm e voe tizhet ar peurrest eus ar gevredigezh er bloavezhioù 1980. Nebeutoc’h e vez gwerzhet abaoe ar bloavezhioù 1990 : a c’hiz kozh e seblante ar botoù bezañ, dreist-holl keñveriet gant ar botoù sport. Neuze e klaskas pennoù ar merk ijinañ botoù stummoù nevez dezho, en ur zoujañ bepred ouzh perzhioù ar botoù hengounel : lêr tev, penn ront, seul PVC gant gwriadenn Goodyear, teodenn danvez ha gwriadenn ar seul gant neud. Met ar botoù nevez ne blijont ket dre ret d’ar re boaz da wiskañ botoù Doc Martens, hag ar botoù a reer klasel anezho eo ar re a vez gwerzhet ar muiañ hiziv an deiz. Hiziv an deiz e kaver neuze botoù Doc Martens liesseurt : ar re orin, met ivez sandalennoù pe c’hoazh botezennoù.

Aet eo war fallaat stad Grigg's a-fet arc’hant abaoe dibenn ar bloavezhioù 1990. Setu perak e vez produet lod brasañ ar botoù en Azia (Sina, Thailand, Indonezia) abaoe 2003. LAl labouradeg orin, staliet e Wollaston (Northamptonshire) a ya bepred en-dro, hag eno e vez produet 1000 re votoù bep sizhun. Warno ez eo skrivet Made In England.


Perzhioù dibar[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Ar votez Dr. Martens klasel a zo ur votez lêr gant ur seul PVC. Gwriadennoù al lêr war ar seul a zo melen. Un deodenn zu a vez e penn uhelañ pep botez, skrivet e melen warni "Dr. Martens" pe "AirWair". War botoù zo e vez ouzhpennet ur glorenn houarn.

Bruderezh[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

E miz Mae 2007 ez eus bet savet ur prantad bruderezh er Rouantelezh-Unanet. Implijet ez eus bet skeudennoù ikonennoù rock marv evel Kurt Cobain, Sid Vicious, Joe Strummer ha Joey Ramone : an holl anezho er baradoz, gwisket gant botoù Dr. Martens. Met displijet eo bet Courtney Love neuze n’eo ket bet skignet ar bruderezh a-benn ar fin.


Liamm diavaez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]