Down (strollad)

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask
Down
Down on stage.jpg
Down e-pa ur sonadeg e Praha

Bro Orin New Orleans, Louisiana,
Stadoù-Unanet Amerika
Doare(où) Heavy metal, sludge metal
Bloavezhioù oberiant 19911996
19992002
abaoe 2006
Label(ioù) Elektra, Warner Bros, Roadrunner
Lec'hienn ofisiel www.down-nola.com

Izili Phil Anselmo
Pepper Keenan
Kirk Windstein
Jimmy Bower
Rex Brown
Izili bet er strollad Todd Strange
Endro Arson Anthem, Corrosion of Conformity, Crowbar, Eyehategod, Kingdom of Sorrow, Pantera, Rebel Meets Rebel, Superjoint Ritual


Down a zo ur superstrollad heavy metal Amerikan savet e 1991 e New Orleans er Stadoù-Unanet.

Abaoe e stummadur, Down en deus embannet teir fladenn, NOLA (1995), Down II: A Bustle in Your Hedgerow (2002); ha Down III: Over the Under (2007). Down a zo er mare-mañ o labourat war "Down IV" hag a vo sur a-walc'h embannet fin 2011.

Istor[kemmañ]

Stummadur ha NOLA (1991–1998)[kemmañ]

Kirk Windstein ha Phil Anselmo

Savet eo bet Down e 1991 gant ar c'haner Phil Anselmo (Pantera), ar gitarour Pepper Keenan (Corrosion of Conformity), an eil gitarour Kirk Windstein, ar gitarour-boud Todd Strange (an daou-se ezel eus Crowbar) hag an tabouliner Jimmy Bower (Eyehategod).

Ar strollad a embann e gentañ pladenn e miz Gwengolo 1995 dindan al label Elektra Records. Ar bladenn a zo degemeret mat-tre hag en em renk diouzhtu d'ar renk #55 er Billboard 200. David Reamer eus al lec'hien Allmusic a ro un notenn eus 4.5 war 5 o lavarout "This is a landmark album that combines the talents of dedicated rock musicians, and should be included in any collection of heavy metal music"[1]. Goude un droiad 13 sonadeg, Down a ra un troc'h a-benn e c'hellfe izili ar strollad labourat gant o strollad da bep hini.


A Bustle in Your Hedgerow hag Over the Under (1999–2008)[kemmañ]

Rex Brown

E 1999, Todd Strange a zibab kuitaat ar strollad hag erlerc'hiet eo gant gitarour-boud Pantera, Rex Brown. E 2002, Down a skriv hag a enroll ar bladenn Down II: A Bustle in Your Hedgerow e 28 devezh en ur grañj anvet "Nödferatu's lair". Embannet eo ar baldenn d'ar 26 a viz Meurzh 2002 met ne ket degemeret ken mat hag e diagentour. Borivoj Krgin eus al lec'hienn Blabbermouth a lâr, "Down II appears to have been thrown together more haphazardly, with much of the material falling short of the standard set by the Down's classic debut offering"[2]. Daoust d'an degemer-se ar baldenn en deus kroget d'ar renk #44 er Billboard 200. Down a gemer perzh en Ozzfest hag ober a reont adarre un troc'h evit ober war-dro o strolladoù da bep hini.

E 2006 goude an troc'h, sinañ a reont gant al label Warner Bros. Records. Down III: Over the Under a zo skrivet ar bloavezh goude. Ar c'homzioù a zo diwar-benn disparti ar strollad Pantera, lazhadenn Dimebag Darrell, ar gorventenn Katrina e New Orleans, hag adc'hounidigezh Anselmo goude e oberatadenn eus ar c'hein hag e gudennoù gant an drammoù. Embannet eo ar bladenn d'ar 25 a viz Gwengolo 2007, en em renk a ra diouzhtu #26 er Billboard 200 ha degemeret eo mat dre-vras. Kirk Miller eus Decibel Magazine a lâr, "for almost an hour, it’s like the metal world was set right again".


Down IV, Diary of a Mad Band, hag an dazont (2008–bremañ)[kemmañ]

Phil Anselmo e Madrid

An 30 a viz Meurzh 2009 ar strollad a zisklar war e forum ofisiel e vint e studio e miz Gwengolo 2009] evit enrollañ ar pezh a c'hellfe bezañ Down IV.

D'ar 5 a viz Gwengolo 2010 eo embannet er Stadoù-Unanet ar CD/DVD Diary of a Mad Band: Europe in the Year of VI hag a heul ar strollad e-kerzh e droiad e Europa.

Nevez zo, Rex Brown en deus kudennoù yec'hed, met Anselmo a lavar en ur pennad war lec'hienn ofisiel ar strollad eo Brown atav ezel eus ar strollad hag e gemer nemet un tamm amzer evit yac'haat eus e oberatadenn eus ar pankreaz.





Izili[kemmañ]

Izili a-vremañ[kemmañ]

Izili bet er strollad[kemmañ]


Pladennoù[kemmañ]

Pladennoù studio[kemmañ]

Pladennoù live[kemmañ]

Singles[kemmañ]

Bloavezh Pladenn Titl Video
1995 NOLA "Lifer" Ket
"Stone the Crow" Ya
"Temptations Wings"
1996 "Bury Me in Smoke" Ket
2002 Down II: A Bustle in Your Hedgerow "Beautifully Depressed"
"Ghosts Along the Mississippi" Ya
2007 Down III: Over the Under "On March the Saints"
"I Scream" Ket
2008 "Mourn"

Liammoù diavaez[kemmañ]

Daveoù[kemmañ]

  1. (en) NOLA - Down | Allmusic Kavet d'ar 04/05/11
  2. (en) CD Reviews | DOWN - Down II (Elektra) Kavet d'ar 04/05/11