Douger yac'h

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask
"Typhoid Mary" en ur gazetenn e 1909

Un douger yac'h zo un den pe ul loen zo kontammet gant ur c'hleñved kontammus pe a zoug gen ur c'hleñved genetek, met n'eo ket tizhet gant ar c'hleñved-se ha na ziskouez arouez ebet eus ar c'hleñved eta. Daoust ma n'int ket tizhet gant ar c'hleñved e c'hall an dougerien yac'h reiñ anezhañ d'ar re all.


Mary Mallon, lesanvet e saozneg "Typhoid Mary", a oa un dougerez eus an derzhienn-domm n'he doa arouez ebet. Labourat a reas evel keginerez e meur a diegezh e kêr New York e deroù an ugentvet kantved. Meur a zen a gouezhas klañv diwar an derzhienn-domm en tiegezhioù-se ha bet e oant e dareempred ganti gant Burev ar Yec'hed. Dizoloet e oa e "touge" ar c'hleñved hep bezañ klañv. Ne oa ket tu da zistrujañ ar c'hleñved-se ha klasket e oa difenn outi labourat evel keginerez kuit ma ma vefe tizhet tud all.

Merc'hed ar rouanez Viktoria, ar briñsezed Alice ha Beatrix, a oa dougerezed eus gen an hemofiliezh . O bugale a dreuskasas ar gen-se a-hed ar rummadoù e tiegezhioù roueel Bro-Spagn ha Rusia, ma oant bet dimezet. Klañv e veze ar baotred a zouge ar gen-se gant an hemofiliezh, tra ma veze roet d'ar bugale gant ar merc'hed na oant ket tizhet, int, gant ar c'hleñved.