Dorifor
|
|||||
|---|---|---|---|---|---|
| Rummatadur klasel | |||||
| Riezad : | Loened | ||||
| Skourrad : | Arthropoda | ||||
| Kevrennad : | Insecta | ||||
| Urzhiad : | Coleoptera | ||||
| Kerentiad : | Chrysomelidae | ||||
| Genad : | Leptinotarsa | ||||
| Anv skiantel | |||||
| Leptinotarsa decemlineata Say, 1824 |
|||||
|
|||||
An dorifor (Leptinotarsa decemlineata), anvet alies c'hwil-patatez e brezhonegDaveoù a vank, a zo un amprevan heverk dre liv e feureskell (melen gant bandennoù teñval), kavet er bed a-bezh.
An ûioù a vez dozvet war du-dindan delioù ur blantenn-ostiz a-bakadoù etre 20 ha 80 anezhe. Gwenn da gentañ e teuont da vezañ melen buan a-walc'h. Al larvennoù ruz gant pikoù du a vev war an delioù a gallout a reont krignat anezhe penn-da-benn. Goude div pe deir sizhun e troont da orañjez hag e sankont en douar da'n em lakaat en ur gronnad.
Goude bezañ digloret e chom an imagoed ur sizhun en douar c'hoazh ken na vo kalet o c'horfwisk. Gwelet e vezont er parkadoù avaloù-douar, tomatez, butun, benede eus an nevezamzer betek fin an diskaramzer. Goañviñ a reont en douar.
Gwiad an avaloù-douar ha plant all a vez debret gant al larvennoù hag an imagoed. Rak-se int noazus ouzh kresk ar plant hag ouzh an askorad torzhelloù.
Larvenn yaouank an dorifor a glev c'hwezh an delioù en em gav gante a-drugarez d'he zastornelloù. Goude un tañva e raio he dibab: chom ha didammañ ar c'horf-delienn, pe mont kuit ma zo sustañsoù toksek er blantenn.