Dollar ar Stadoù Unanet
| Kod ISO 4217 | USD |
| Implijet e | |
| Monc’hwezh | 2.7% (SUA hepken) |
| Andon | The World Factbook, 2007 est. |
| Liammet gant | Patrom:Collapsible list |
| Rannadur | |
| 1/10 | dime |
| 1/100 | cent |
| 1/1000 | mill |
| Arouez | $ pe US$ |
| cent | ¢ pe c |
| mill | ₥ |
| lesanv | Buck, green, greenback. Hag ivez Washingtons, Jeffersons, Lincolns, Benjamins, ha Hamiltons diwar ar skeudennoù warno,[1] ivez peso e Puerto Rico. |
| Pezhioù | |
| Implijet alies | 1¢, 5¢, 1 dime, $¼ |
| Implijet ral | $½, $1 |
| Bilhedoù | |
| Implijet alies | $1, $5, $10, $20, $50, $100 |
| Implijet ral | $2, |
| Bank-kreiz | Federal Reserve Bank |
| Lec'hienn | www.federalreserve.gov |
| Mouler | Bureau of Engraving and Printing |
| Lec'hienn | www.moneyfactory.gov |
| Ti ar Moneiz | United States Mint |
| Lec'hienn | www.usmint.gov |
Dollar ar Stadoù-Unanet (United States dollar, berraet en US dollar) (kod bank USD), a vez graet dollar amerikan (Amerikan dollar) anezhañ alies, zo anezhañ unanenn voneiz Stadoù-Unanet Amerika hag an tiriadoù dalc'het ganto. Gouarnamantoù un nebeud broioù all a ra o moneiz ofisiel ha lezennel gantañ (Ecuador, El Salvador, Panamá) hag un toulladig broioù all a ra gantañ ivez, ent-ofisiel avat. Arouez an dollar US zo $ pe USD pe US$ da lakaat kemm etre anezhañ hag an dollarioù all. Rannet eo e 100 cent (liester cents).
Degemeret e voe gant Kendalc'h ar c'hengevred ar Stadoù-Unanet d'ar 6 a viz Gouere 1785,[2]. Ar moneiz muiañ implijet er bed eo e treuzgreadoù etrevroadel.[3] Meur a vro a implij an dollar amerikan evel o moneiz ofisiel ha lod all a implij anezhañ evel o moneiz de facto. Ouzhpenn US$ 380 miliard a oa war red (?) e 1995, an daoufarzh er-maez eus ar Stadoù-Unanet. Daougementet eo ar sifr-mañ dek vloaz war-lerc'h gant tost da $ 760 miliard, eus an hanter d'an daoufarzh anezho o vezañ en estren. [4] Se a dalv ur feur kresk keitat a war-dro 7.6%. Hogen e oa aet an euro dreist d'an dollar e miz Kerzu 2006 diwar-benn talvoudegezh kenstrollet an arc'hant dizolo war red.[5] Diwar neuze he deus savet talvoudegezh a-vremañ an euroioù war red da ouzhpenn € 695 miliard, kevatal da US$ 1 029 miliard diouzh ar feur eskemm a-vremañ.[6]
Daveoù [kemmañ]
- ↑ (en)RATE-EXCHANGE.org - US Currency / US Dollar
- ↑ (en)Journals of the Continental Congress --Wednesday, JULY 6, 1785.
- ↑ (en)The Implementation of Monetary Policy - The Federal Reserve in the International Sphere
- ↑ (en)http://www.federalreserve.gov/paymentsystems/coin/default.htm
- ↑ (en)http://www.ft.com/cms/s/18338034-95ec-11db-9976-0000779e2340.html
- ↑ (en)http://www.ecb.int/bc/faqbc/figures/html/index.en.html