Dolisie

Eus Wikipedia
Tachenn mell-droad Dolisie (2016)

Dolisie zo ur gêr e Republik Kongo, pennlec'h departamant Niari ha trede kêr ar vro.

Savet e voe e 1934 evit bezañ ul lec'h-arsav war an hent-houarn a gas eus Pointe-Noire da Vrazzaville. Anvet e voe diwar Albert Dolisie, ur c'henlabourer da Pierre Savorgnan de Brazza. Etre 1970 ha 1991 e voe adanvet Loubomo a-raok bezañ adlakaet en hec'h anv kent.