Doktor Mabuse

Eus Wikipedia

An Doktor Mabuse eo penndudenn ar romant alamanek skrivet gant ar romantour luksembourgat Norbert Jacques (1880-1954).

Psikologour, teoger, torfedour bras, kuzhet dindan meur a vaskl hag a-dreñv meur a bersonelezh, e oa kar d'an holl zrougoberourien eus lennegezh deroù an XXvet kantved, evel Fu Manchu pe Fantômas, haroz Pierre Souvestre ha Marcel Allain.

Brudet eo bet dreist-holl gant tri film Fritz Lang.