Doctrinal an Christenien

Eus Wikipedia

Doctrinal an Christenien zo ul levr brezhonek embannet meur a wech er XVIIvet kantved. Un droidigezh diwar ar galleg e oa, rak ar skrid latin orin, Doctrina Christiana, a oa bet savet gant ar jezuist Diego de Ledesma (1519-1575) ha troet e meur a yezh dija.

E 1977 ez eus bet embannet daou zoare anezhañ gant The Dublin Institute For Advanced Studies, dindan evezh Roparz Hemon, hag ennañ:

  • ur skrid krennvrezhonek eus 1622, a oa bet moulet e Montroulez,
  • ur skrid e brezhoneg modern, eus 1677, moulet e Kemper.

Embannadur 1622[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Graet eo an droidigezh gant Tanguy Gueguen, Belec, hag Organist, natiff à leon. Hervez Roparz Hemon e oa an embannadur kentañ. E krennvrezhoneg e oa, da lavarout eo

  • ne veze ket skrivet ar c'hemmadurioù,
  • ne veze ket skrivet an arouez c'h: skrivet e vez chuy, pechedou, lech.

Doare-skrivañ Juluan Maner[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

E 1659 e voe kemmet doare-skrivañ ar brezhoneg gant Juluan Maner, nevez-krog da skrivañ ar c'hemmadurioù, met ne oa ket gwall ampart an holl war ar reolennoù nevez.

Embannadur 1677[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

E 1677 e voe adembannet Doctrinal an Christenien e skritur nevez an tad Juluan Maner. Koulskoude ne veze ket graet an holl gemmadurioù rak ne oa ket boazet mat an aozer ouzh ar reolennoù nevez.

Embannadur 1680[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

E Geriadur istorel ar brezhoneg avat eo ur skouerenn all a zo implijet gant Roparz Hemon da zastum e skouerioù : un embannadur eus 1680 e Kemper, ennañ, emezañ, un droidigezh graet gant ar Frère Bernard du Saint-Esprit.

Liamm diavaez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]