Doare distagañ a eil renk

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask
Doareoù distagañ
Dre serriñ
Klikoù
Tarzhañ
Strakal
Entarzhañ
Fic'hal
Travat
C'hwitellat
Heson
Fri
Stlakat
Froumal
Tostaat
Linkus
Vogalennoù
Damvogalennoù
A-gostez

Er yezhoniezh e vez implijet an termenoù doare distagañ a eil renk ha lec'h distagañ a eil renk (saoz.: secondary articulation) war dachenn ar fonetik hag ar fonologiezh evit komz eus kensonennoù kendistaget gante un eil doare distagañ pe un eil lec'h distagañ ouzhpenn an doare distagañ pennañ.

Gwanoc'h eo an doareoù/lec'hioù distagañ dre dostaat evit an doareoù/lec'hioù distagañ pennañ livet gant an eil doare distagañ-se kentoc'h evit bezañ levezonet na pouezet warnañ hag abalamour da se e vez komzet eus doareoù/lec'hioù distagañ "a eil renk", da skouer ar gensonenn dre serriñ drekstaon divouezh gweuzet [kʷ] a zo e lec'h distagañ pennañ hini ur gensonenn dre serriñ, livet an doare distagañ pennañ-se gant al lec'h distagañ a eil renk, da lâret eo ar gweuzadur rak klevet e vez evel un doare "k" gant un distagadur ispisial.

En tu all avat pa gomzer eus kensonennoù kendistaget par-ha-par e kaver daou doare/lec'h distagañ pennañ war un dro, ken pouezus an eil hag egile, da skouer ar kensonenn gweuz-drekstaon [k͡p], ganti da lec'hioù distagañ pennañ an drekstaon hag an diweuz.

Meur a doare/lec'h distagañ a eil renk ez eus, en o zouez ar re implijetañ-mañ:

Doareoù distagañ a eil renk
Friadur, d.s. boundoueg [ṽ]
C'hwezhadur, d.s. hindeg [tʰ]
Lec'hioù distagañ a eil renk
Gweuzadur, d.s. brezhoneg [gʷ]
Staonekadur, d.s. ruseg hag iwerzhoneg [tʲ])
Drekstaonekadur, d.s. saozneg ha portugaleg /l/ e diwezh ur ger > [lˠ])
Gourlañchennekadur, d.s. ar c'hensonennoù stambouc'hus en arabeg [tˤ]).


Gwelit ivez:[kemmañ]

  Kensonennoù Gwelit ivez: LFE, Vogalenn  
Skeventel Diweuz Gweuz-dent Dent Kevig Drekkevig Tro-gil Staon Drekstaon Huged Lañchenn Ankoue Troc’h-avel Nann-skeventel hag arouezennoù all
Dre fri m ɱ n ɳ ɲ ŋ ɴ Klikoù  ʘ ǀ ǃ ǂ ǁ
Dre serriñ p b t d ʈ ɖ c ɟ k ɡ q ɢ ʡ ʔ Entarzh.  ɓ ɗ ʄ ɠ ʛ
Dre daravat  ɸ β f v θ ð s z ʃ ʒ ʂ ʐ ç ʝ x ɣ χ ʁ ħ ʕ ʜ ʢ h ɦ Dre strakal 
Dre dostaat  β̞ ʋ ð̞ ɹ ɻ j ɰ A-gostez all  ɺ ɫ
Dre froumal ʙ r ʀ Kendistaget dre dostaat ʍ w ɥ
Dre stlakat ̟ⱱ̟ ɾ ɽ Kendistaget dre daravat ɕ ʑ ɧ
A-gostez dre daravat ɬ ɮ Dre fic'hal  ʦ ʣ ʧ ʤ
A-gostez dre dostaat l ɭ ʎ ʟ Kendistaget dre serr.  k͡p ɡ͡b ŋ͡m
An arouezennoù a-zehoù e pep par mar bez a ra dave d'ur gensonenn mouezhiet. E gris emañ ar sonioù ma kreder dibosubl o c'havout.