Divdaolenn dug Urbino
Eus Wikipedia
Divdaolenn dug Urbino (anvet ivez Le Triomphe de la Chasteté (Trec'hlid an Dic'hadaliezh) e galleg), zo anv div daolenn graet gant Piero della Francesca, etre 1460 ha 1470, anezho eoullivadurioù war goad (ur ral gant Piero) ha miret en Uffizi Firenze.
Taolenn |
Aozadur [kemmañ]
Un daolenn daoudu eo :
Tu a-raok [kemmañ]
Daou boltred: hini dug Urbino, Federico da Montefeltro , ha hini e bried, Battista Sforza. Tal ouzh tal emaint, hag en diabell e weler ar maezioù.
Tu a-drek [kemmañ]
Warnañ e weler an daou bried o tegouezhout e kêr, aelez ha kezeg-kornek en-dro dezhe, arouezioù an dic'hadaliezh, e daou garr o tont a-benn an eil d'egile:
- an dug Federico en e goazez en unan, kurunennet gant Victoria (doueez an Trec'h) en he sav a-drekañ. kaset eo ar c'hezeg gant Amor, ha dirak ar priñs, ar Vertuzioù pennañ.
- an dugez zo koazezet er c'harr all, sachet gant kezeg-kornek, arouezioù ar c'hlanded, hag en o c'hichen ez eus div vaouez, Feiz ha Karitez.
E traoñ , ur skrid e latin.
Notennoù [kemmañ]
Lennadurezh [kemmañ]
- Pietro Allegretti, Piero della Francesca, collana "I classici dell'arte", Milano, Rizzoli/Skira, 2003, pp. 148 - 155.