Dispac'h miz Here

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask
Bolchevik (1920), gant Boris Kustodiev.

Graet e vez Dispac'h miz Here, pe Reveulzi miz Here (rusianeg: Октябрьская революция, Oktyabr'skaya revolyutsiya), pe c'hoazh Here Ruz, Emsavadeg miz Here, hag ivez an Dispac'h Bolchevik, ha Reveulzi Veur Sokialour Miz Here (Великая октябрьская социалистическая революция, Velikaya Oktyabr'skaya sotsialisticheskaya revolyutsiya) ent-ofisiel adalek 1927... eus an taol reveulzi a c'hoarvezas e-kerzh Dispac'h Rusia 1917. Kregiñ a reas gant un emsavadeg armet e Petrograd d'ar 25 a viz Here 1917 (hervez an deiziadur juluan), ar pezh a glot gant ar 7 a viz Du 1917 (deiziadur gregorian).

Gant Reveulzi miz Here e Petrograd e voe diskaret Gouarnamant da c'hortoz Rusia ha roet ar galloud da soviedoù kêr a oa bolcheviked en o fenn. Diwar-se e loc'has ur brezel-diabarzh hag a gasas da savidigezh an Unaniezh Soviedel e 1922.

Gwelet ivez[kemmañ]


Commons
Muioc'h a skeudennoù diwar-benn

a vo kavet e Kerandafar.