Dispac'h mirour

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask

An Dispac'h mirour a oa un emsav broadelour ha mirour alaman a-bouez goude ar Brezel bed kentañ. Pennaenn bennañ an emsav-se a oa diazezañ ur viridigezh hag ur vroadelezh alaman, pe dreist-holl prusian, nevez. Evel meur a emsav mirour all er memes mare e klaskas ivez e izili lakaat un termen da gresk ar gomunouriezh, dre ginnig un viridigezh sokialour.

Mennozhioù izili an dispac'h mirour a oa organel ha ne oant ket danvezelour, hag ar c'halite a gonte muioc'h evito evit ar c'hementad. O mennozhioù a oa diazezet ivez war ar Volksgemeinschaft ("kumuniezh ar bobl") ha ket war stourm ar renkadoù pe an oklokratiezh (a dalvez ez eo ar bobl a ren). Ar skrivagnerien ezel eus an dispac'h mirour a savas a bep seurt testennoù broadelour ha radikal : deizlevrioù brezel, skridoù faltazi diwar-benn ar brezel, pennadoù kelaouiñ, manifestoioù hag arnodadennoù preder peogwir e felle dezho degas kemmoù er vuhez politikel ha sevenadurel en Alamagn. Bras e voe levezon an emsav-se war ar studierien ha war ar renkadoù etre.

Ma oa eus an dro-lavar Dispac'h mirour a-raok ar Brezel bed kentañ ez eo gant ar skrivagner Hugo von Hofmannsthal hag an damkanour war ar politikerezh Edgar Julius Jung e teuas da vezañ a-bouez da vare Republik Weimar. Jung a voe awenet gant ar faskouriezh hag e vroudas ur stumm faskour eus an Dispac'h mirour etre ar bloavezhioù 1920 ha 1930 : hervezañ e oa ar vroad evel un hennad organel; mont a reas ivez a-enep d'an hiniennegezh hag er c'hontrol e savas a-du gant ar brezel hag ar soudarderezh; ha broudañ a reas ivez "engalvadeg hollek" an dud hag ar greanterezh. Nerzh produiñ ar vodernelezh a vroudas ivez, evel ma voe brudet gant izili an dazontouriezh en Italia.[1] Enepyuzev e oa Schmitt, met embann a reas ne oa ket plijet gant mennozioù Hitler dre ma kave anezhañ displed.[2]

Al lodenn vrasañ izili an Dispac'h mirour a voe ganet e dibenn an XIXvet kantved, ha stummet e voent gant ar pezh a vevjont e-pad ar Brezel bed kentañ. Ar brezel koulz hag an dispac'h en Alamagn a voe gwelet ganto evel un troc'h gant an amzer dremenet, ha lod brasañ anezho a voe didouellet goude ar brezel ha soñjal a rae dezho e oa bet ur brezel dister abalamour d'ar pezh o doa bevet er fozioù-difenn, ma oa didalvez buhez an neb a glaske chom bev. An Dolchstoßlegende ("mojenn an taolioù kontell dre a-dreñv") a voe an displegadenn nemeti a voe roet dezho goude ar brezel. Er Kriegserlebnis (skiant-prenet ar brezel) o doa bevet e klaskjont sevel en-dro ar Frontgemeinschaft (kumuniezh an talbenn) hag a oa bet a-bouez pa oant war an talbenn. En em santout a raent evel margodennoù a rank dañsal evit dudi diaoulek drouksperedoù. Ul lodenn anezho a oe dedennet gant an netraelouriezh. En o skridoù Froschperspektive e klaskjont reiñ ur ster d'ar pezh o doa bevet.

Goude 1933 e voe heskinet ul lodenn eus izili an Dispac'h mirour gant an Nazied, ha dreist-holl gant SS Heinrich Himmler, peogwir e felle dezhañ sourm a-enep ar gilstourmerien o dije gellet mont a-enep da renad Hitler. Ma oa laouen ul lodenn anezho dre ma oa bet diskaret an demokratelezh, ne savent ket a-du gant tuioù dispac'hel, gouennelour, ha sokialour ar strollad nazi. Re all a yeas diwar-wel, ha re all c'hoazh a zeuas da vezañ izili NSDAP. Re all a chomas er Reichswehr ha goude-se er Wehrmacht, hag ul lodenn anezho a gemeras perzh en irienn an 20 a viz Gouere 1944.

Izili[kemmañ]

Levrelennadur[kemmañ]

  • Martin Travers, Critics of Modernity: The Literature of the Conservative Revolution in Germany, 1890-1933, 2001, Peter Lang Publishing, 0-82044-927-X
  • Jeffrey Herf, Reactionary Modernism: Technology, Culture, and Politics in Weimar and the Third Reich, 2002, Cambridge University Press, 0-52133-833-6
  • Fritz Stern, The Politics of Cultural Despair: A Study in the Rise of the Germanic Ideology, New Ed edition, 1974, University of California Press, 0-52002-626-8
  • Roger Woods, The Conservative Revolution in the Weimar Republic, 1996, St. Martin’s Press, 0-33365-014-X

Notennoù[kemmañ]

  • The Conservative Revolution in the Weimar Republic, p 29.
  1. Griffen, Roger (ed). 1995. "The Legal Basis of the Total State" - by Carl Schmitt. Fascism. New York: Oxford University Press. Pp. 109.
  2. Griffen, Roger (ed). 1995. "The Legal Basis of the Total State" - by Carl Schmitt. Fascism. New York: Oxford University Press. p. 108.