Dispac'h an EDSA

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask
E-kreizig-kreiz an emsavadeg e vez soñjet e oa bet etre ur milion ha tri milion a dud o tibuniñ war un dro e straed an EDSA leun-kouch a dud eus Ortigas Avenue penn-da-benn betek Cubao. Diskouez a ra ar skeudenn a-us ar c'hroashent etre an EDSA ha Boni Serrano Avenue, dres etre Camp Crame ha Camp Aguinaldo.

Dispac'h an EDSA, anvet ivez Dispac'h Galloud ar Bobl pe Dispac'h Filipinez 1986, a vez graet eus ur vanifestadeg bras-spontus, peoc'hus evit ar pep brasañ, bet dalc'het e Filipinez. Padet eo pevar devezh e Metro Manila ha milionoù a Filipineziz o deus kemeret perzh enni. Da-heul ar vanifestadeg-se e voe rediet ar Prezidant Ferdinand Marcos da reiñ e zilez ha dilennet e voe Corazon Aquino en e lec'h da brezidantez ar Republik. Talvezout a ra EDSA kement ha Epifanio de los Santos Avenue unan eus gourhentoù pennañ Metro Manila hag an hent pennañ evit manifestiñ.

Gwelet ivez[kemmañ]